Dans l'édition en breton du jour, un projet immobilier social contesté à Quimper et des fouilles archéologiques opérées en 2022 à Douarnenez qui révèlent peu à peu leurs secrets. Er c'heleier hiziv e komzer eus ur raktres savadurioù e Kemper ha kavadennoù arkeologel e Douarnenez.
Diouzh un tu, ar reolennoù keraozañ nevez hag a c'houlenn sevel tiez e diabarzh ar c'hêrioù evit mirout an tachennoù war ar maez evit al labour-douar. Er penn-all, annezidi ur c'harter eus Kemper oc'h enebiñ ouzh ur raktres re vras hervezo. E-kreiz, OPAC Kemper bro Gerne hag a glask degemer 300 a dud ouzhpenn war un dachenn e plas ur glinikenn gozh.
Kavadennoù arkeologel e Douarnenez
Servijoù kreizenn arkeologel departamant Penn-ar-Bed, er Faou, a labour er mare-mañ da zielfennañ ar pezhioù bet kavet e fin ar bloaz paseet e Douarnenez. War un dachenn 5000 m² lec'h ma vo savet tiez o deus kavet roudoù ur vered ha kalz pezhioù priajoù teñval. Gellet a rafe ar c'havadennoù-se sikour da gompren gwelloc'h pelec'h oa bet krouet kêr gozh Douarnenez en Henamzer. Evit ar poent ne oar ket an istorourien respont d'ar goulenn-se.