Les oiseaux se font encore rares autour du mont Saint-Michel de Brasparts, dévoré par les flammes l'été dernier. C'est ce que constatent les naturalistes sur le terrain. Et il y aura du golf parmi les nombreuses animations de la fête de la langue bretonne à Langonnet. Pell eo lanneier Menez Are diouzh ar stad a oa o hini bloaz 'zo. Ha c'hoariet e vo golf e Langoned disul, e-kerz Gouel broadel ar brezhoneg.
Abaoe penn-kentañ an nevez-amzer, pa tistro Jean-Noël Ballot war zinaouioù Menez Mikel e kompren buan, gant an didrouz tro-war-dro, e vo ret gortoz pell a-raok gwelet en-dro an devedig ruz, ar brean melen hag ar fouin-skrilh. An evned-se a vev el lanneier, dres an endro a zo bet distrujet penn-da-benn gant an tanioù-gwall e miz gouere 2022. Hep bodoù gwez da neizhañ nag amprevaned da zebriñ, dibosubl dezho distreiñ.
Evit ar poent e weler un nebeut alc'hwedered hag ar sidaned prad, ha chomet eo bev kalzig stlejviled rak kuzhet e oant dindan an douar p'eo tremenet ar flamennoù : re domm e oa evito er maez d'an 18 a viz gouere 2022 !
Golf kevredigezhel
Un dachenn golf a zo e Langoned. Digredus, neketa ? Ha meret e vez gant ur c'hleub kevredigezhel a zo kresket tamm-ha-tamm abaoe pemp bloaz. Difraostañ a zo bet graet evit digeriñ un toull goude egile. Nav a zo bremañ war an dachenn, ha dont a ra tri-ugent ezel ar gevredigezh da c'hoari pa c'hellont.
Disul, e-kerz Gouel broadel ar brezhoneg, e vo aozet un tournamant, e yezh ar vro. Liesseurt e vo evel-just abadennoù kinniget adalek ar gwener 30 a viz Even diouzh noz betek an 2 a viz Gouere : sonadegoù, taolioù krenn evit eskemm diwar-benn ar brezhoneg ha krogadoù sport eta. Roll klok an abadennoù a vo adkavet war lec'hienn internet an darvoud aozet bep eil bloaz gant Mignoned ar brezhoneg.