Des plongeurs de Lanildut pensent avoir retrouvé le bulbe de l'Amoco Cadiz, le pétrolier échoué à Portsall il y a 45 ans. Et à Rennes, l'association An Alc'hwezh (la clé) propose des rendez-vous en langue bretonne. Ur strollad splujerien eus Lanildud a soñj dezho bezañ adkavet bulbenn an Amoco Cadiz dindan ar mor. Hag e Roazhon e vez aozet darvoudoù e brezhoneg gant an Alc'hwez.
D'an 18 a viz Meurzh 1978 e oa deuet an eoullestr Amoco Cadiz d'ober peñse war aodoù Penn-ar-Bed, kostez Porsal, o saotrañ aodoù Breizh war gantadoù a gilomettradoù. Penn a-dreñv ar vag ramzel a zo chomet e strad ar mor hag anavezet mat eo ar relegoù istorel-se gant ar splujerien. Ar penn a-raok, avat, a oa chomet kuzhet abaoe 45 vloaz. Met soñjal a ra d'ur strollad splujerien eus Lanildud, ezel eus Madeo plongée, bezañ adkavet fri ar vag divent : ur seurt peulvan houarn pemzek metrad bennak, plantet en traezh e foñs ar mor. Filmet en deus Yann-Ildut Galliou war al lec'h : ur gwir splujadenn en istor.
Alc'hwez ar yezh
Daou vloaz zo oa bet krouet e Roazhon "An alc'hwez", ur gevredigezh evit aozañ darvoudoù buhezet e brezhoneg. A-bep-seurt emgavioù a vez kinniget gant ar strollad mignoned o doa lañset ar framm. Heuliet hon eus un nozvezh blind-test e-kerz an nevez-amzer. Ur gelaouadenn a c'heller adkavout en heuliad abadennoù Bali Breizh troet e bro Roazhon.