L'île de Sein commémorait l'appel du 18 juin avec des collégiens finistériens et les veillées en breton, moins nombreuses qu'autrefois, continuent de faire le plein. Skolajidi a oa war Enez Sun disul evit al lid da enoriñ ar Rezistanted, ha leun chouk e oa ar beilhadeg aozet nevez 'zo e Plabenneg.
E miz Even 1940, goude galv ar jeneral de Gaulle d'ar rezistañs a-enep d'an ac'huber nazi ha da stad Pétain, e oa aet kazi holl wazed enez Sun war zu bro Saoz gant o bigi. En holl e oant bet 128 oc'h heuliañ ar jeneral yaouank e Nerzhioù Frañs Dieub.
Un istor kontet en ul levr nevez embannet gant Bernez Rouz.
Enoret e oa bet ar spered-se disul 18 a viz Even e-kerz ul lid lec'h ma oa bet klevet kalz skolajidi o deus labouret en-dro d'an istor er mizioù paseet.
Leun ar veilhadeg
E bro Dreger e vez beilhadegoù kazi bep miz. E bro Wened e kendalc'her da ginnig filajoù meur a wech ar bloaz. E bro Leon e vez c'hwec'h pe seizh beilhadeg, e lec'hioù disheñvel, etre an diskar-amzer hag an nevez-hañv. Ha bewech e reont berzh. E Plabenneg, e penn-kentañ miz Even, e oa leun ar sal evit selaou kanaouennoù ha c'hoarzhin asambles, e brezhoneg.