Parler breton est une compétence comme une autre, elle est même très recherchée dans certains milieux professionnels. A l'inverse, l'image des Bretons n'est pas toujours flatteuse. C'est l'objet du dernier ouvrage de l'historien Kentin Daniel. Komz brezhoneg a zo un atoud da gavout labour hiziv an deiz. Padal, 'barzh levr diwezhañ Kentin Daniel e lenner eo bet dismegañset ar Vretoned dibaoue pell 'zo.
Implijoù e brezhoneg
Da betra servij komz brezhoneg ? Sed amañ ur goulenn a glever alies gant tud unyezhek. Unan eus ar respontoù a c'heller ober dezho eo "kavout labour". Renablet vez gant meur a lerc'hienn internet kinnigoù labour lec'h m'eo ret pe goulennet komz brezhoneg. Postoù zo da bourveziñ !
"Ur sell drouk war ar pobl Breizh"
Gant Kentin Daniel eo bet skrivet ul levr nevez anvet "La Bretagne calomniée". Ennañ e tistro war 1 000 bloaz istor da zisplegañ penaos eo bet dismegañset ha kunujennet ar Vretoned. Unan eus an abegoù, hervez an istorour, da zisplegañ perak eo bet dilezet tamm-ha-tamm e yezh hag e sevenadur gant pobl Breizh.