Un livre sur l'histoire de l'île de Sein pendant la Seconde Guerre mondiale vient de paraître. An Taol Lagad en deus heuliet Bernez Rouz war enez Sun evit kaozeal eus istor ar Rezistañs eno.
Sujed ar retredoù a lak an dud da ziskenn er straedoù er mare-mañ. Diriaou 15 a viz Even eo an dud war o leve a oa aet da zibunañ, e Kemper da skouer, da zifenn o live bevañ ha da c'houlenn e vefe heuliet kresk ar prizioù gant al leveoù.
Sun, enez ar Rezistañs
Anavezet eo ar Suniz evit bezañ respontet niverus d'ar galv lañset gant ar jeneral De Gaulle d'an 18 a viz Even 1940. 128 diouto a oa en em gavet asambles e Londrez hag aet e oant holl da heul ar soudard e armeoù ar Frañs Dieub. E penn kentañ ar Rezistañs e oant ken niverus m'en doa De Gaulle lavaret "Ur c'hard eus Frañs eo enez Sun". Evit mont pelloc'h eget ar frazenn vrudet-se emañ Bernez Rouz o paouez embann ul levr diwar-benn istor an enezenn e-pad an Eil brezel Bed. Embannet eo bet Sein, une île de résistance, gant an ti-embann Montagnes Noires. Disul e vo lidet deiz-ha-bloaz galv istorel ar jeneral.