Alors que la pêche au saumon de printemps se termine, pêcheurs et associations constatent que l'espèce continue à se raréfier en Bretagne. N'eo ket bet tizhet ar c'hota eoged pesketet ar bloaz-mañ e Breizh. Ar besketaerien hag ar c'hevredigezhioù a zifenn an endro o deus mennozhioù da wellaat an traoù.
402 eog a oa posubl pesketa e-kerz an nevez-amzer ar bloaz-mañ e Breizh. N'int ket bet tapet holl, na pell alese, pa vez klozet ar c'houlzad d'ar 15 a viz Even. A vloaz da vloaz e wel ar besketaerien, ez eus nebeutoc'h-nebeutañ diouto. Hogen, evel Sylvain ar Rouz war ar stêr Leger, ne gollont ket ar spi da vevañ en-dro ar fromm d'en em gannañ gant roue ar stêrioù. Heuliet hon eus Sylvain ar Rouz war vord ar stêr.
Gouesaat stêrioù 'zo ?
War ar stêr Blañwezh e weler ar memestra : kalz nebeutoc'h a eoged a daper eget gwechall. Evit ar gevredigezh Dour ha stêrioù e vefe ret lakaat an dour da redek buanoc'h e stêrioù 'zo, ar Blañwezh da skouer, evit skarzhañ ar saotradur ha mirout diouzh ar c'hanolioù da vezañ aloubet gant plantennoù a lazh ar vuhez war ar ribloù. Dour yen a-walc'h ha gant ur red kreñv a blij d'an eoged.