Votre édition en breton s'intéresse aux 10 ans de la mort de Clément Méric et aux difficultés de l'abattoir du Faou avant d'aller, en musique, à la rencontre d'Elodie Jaffré. Keleier ar vro berr ha berr ha sonerezh, gant abadenn Elodie Jaffré, "Kanour noz", setu roll an Taol Lagad hiziv.
10 vloaz 'zo e varve ur brestad yaouank, Clément Méric, skoet en ur straed e Pariz e-kerz un emgann etre stourmerien eus an tu dehou pellañ ha lod eus an tu kleiz pellañ. E miz Even 2021 e oa bet kondaonet daou zen, bet skinhead, da 8 ha 5 bloaz toull-bac'h evit bezañ roet taolioù hep ar youl da reiñ ar marv. E Pariz e oa deuet miliadoù a dud da enoriñ ar stourmer enep-faskour yaouank, disul 4 a viz Even.
Sac'het lazhti nevez ar Faou
4000 tonennad kig a dremen bep bloaz dre lazhti publik ar Faou. Deuet eo da vezañ re vihan ha prest eo ar raktres evit sevel unan nevez, brasoc'h ha modernoc'h, met arc'hant a vank evit lañsañ ar chanter. Kumuniezh-kumunioù ledenez Kraoñ a glask sachañ strollegezhioù-all rak dont a ra ar c'hig eus kement korn Penn-ar-Bed.
"Kanour noz" war al leurennoù
Embannet eo bet ar bladenn "Kanour noz" gant Elodie Jaffré ha kinnig a ra ar ganerez un abadenn en-dro d'ar grouidigezh-se. Ur bourmenadenn e bro Plañvour, da heul Loeiz an Hirez, pesketaer chifretez a gano war e vag. Eontr-kuñv ar ganerez e oa ar pesketaer-se ha dastumet he deus ar muiañ a draoù ma c'helle diwar e benn. Klevet e vo an abadenn e-kerz an hañv, e Langoned e penn-kentañ miz Gouere hag e chapelioù ar vro.