VIDEO. Istor ur vengleuz gallo-roman ha Jean Moulin arzour. Votre édition An Taol Lagad du 12 mai

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn26s
Votre édition An Taol Lagad du 12 mai 2023. ©France 3 Bretagne

On parle d'Histoire dans l'édition en breton du jour, avec celle d'une carrière de granite blanc exploitée par les Romains et l'exposition des oeuvre de Jean Moulin artiste à Quimper. Gouestlet eo ar c'heleier d'an istor hiziv, gant ur vengleuz mein gwenn e Pleurdud hag un diskouezadeg e Kemper eus engravadurioù sinet Jean Moulin.

Emañ skipailh Bali Breizh e bro ar Roue Morvan er mare-mañ. Evit klevet istorioù ar vro eo aet Ronan Hirrien da bourmen kostez ar Faoued, Gourin hag-all. Kontañ a ra da skouer penaos e oa bet labouret 2000 bloaz zo e mengleuz Lokuon, e Pleurdud, evit degas mein gwenn betek Vorgium, anv kêr Karaez er prantad gallo-roman. Dizoloiñ a reer e oa hir al labour evit distagañ ar blokoù greunvaen, met ivez kas anezho un nebeut kilometradoù pelloc'h, sachet gant koupladoù ejened.

Oberennoù Jean Moulin diskouezet e Kemper

Anavezet mat eo ar rezistant Jean Moulin, marv e 1943 goude bezañ bet jahinet gant ar Gestapo. E Kemper, 80 vloaz goude e varv, e vez diskouezet e mirdi an arzoù-kaer oberennoù an den, engravadurioù graet pa oa is-prefed ar Republik e Kemper, er bloavezhioù 1930. Awenet e oa bet kalz gant korfoù marv emgann Conlie, e 1870, da skouer.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité