Votre édition en breton se penche sur la proposition de loi déposée par le groupe LIOT pour permettre le rattachement de la Loire-Atlantique à la Bretagne. Elle vous emmène ensuite sur les pas d'un animateur Natura 2000 dans le Cap Sizun. Politikerezh hag adunvanidigezh a zo er c'heleier hiziv, a-raok mont war dakadoù naturel bro ar C'hab.
Ur bazenn ouzhpenn war zu an adunvaniñ etre Liger-Atlantel ha Breizh, pe un taol bazh en dour ? 25 kannad breton a bep tu politikel o deus kensinet ur c'hinnig lezenn douget gant Paul Molac hag e strollad LIOT (Libertés, Indépendants, Outre-mer et Territoires). Aotreañ a rafe ar Stad da aozañ ur votadeg evit goulenn digant annezidi un departamant ouzh peseurt rannvro o deus c'hoant bezañ staget. Gellet a rafe bezañ votet e-kerz logell parlamantel LIOT, d'an 8 a viz Even.
Un natur pinvidik e bro ar C'hab
Spesadoù niverus ha takadoù gwarezet liesseurt : setu ar pezh en deus sachet Erwan Stricot evit mont da animatour Natura 2000 e bro ar C'hab. Labourat a ra gant ur skipailh evit merañ ha gwareziñ tachennoù natur etre an Eskibien, beg ar Raz ha beg ar Van. Renabliñ ar spesadoù, gwareziñ anezho, kinnig obererezhioù pleustrek hag abadennoù pedagogel eo e labour war ar bloaz.