Une voiture immatriculée en région parisienne a été incendiée près de Concarneau. Et le collectif féministe Very Bad Mother a connu le succès avec son festival Kozh, à Trégunc. Devet eo bet ur c'harr-tan marilhet e-kichen Pariz ha deuet oa ur bern tud betek Tregon evit ar gouel benelour "Kozh".
Gant piv oa bet plantet tan, un nebeut devezhioù 'zo, en ur c'harr-tan marilhet e departamant an Hauts-de-Seine ? Graet e oa bet ar gwall-daol e Konk-Kerne, dirak un ti perc'hennet gant ur vretonez aet da labourat e Pariz. War an hent e-kichen e oa bet skrivet al lizherennoù FLB, anavezet mat e Breizh. Hervez an istorour Erwan Chartier n'ez eus liamm ebet gant an aozadur istorel. Met diskouez a ra fulor tud 'zo a wel priz an tiez hag an niver a eiltiez o kreskiñ e Breizh.
Kantadoù a dud er gouel "Kozh"
E-pad dek devezh e oa bet aozet darvoudoù gant ar strollad "Very bad mother" e bo Konk-Kerne. Klozet eo bet an heuliad-se gant un dibenn-sizhun gouel e Tregon, anvet "Kozh". Sonadegoù, diskouezadegoù a zo bet kinniget ha dreist-holl eskemmoù etre an dud, pa vefe er sal vras pe e teltennoù bihanoc'h. Daou vloaz zo e oa bet ur gouel diwar-benn ar mammelezh hag ar familh. Un teulfilm a oa bet savet da heul hag a c'heller gwelet amañ.