La hausse de fréquentation des campings en avril, le festival féministe Kozh et les enjeux du Tro Bro Leon sont au menu du journal en breton aujourd'hui. Kampiñ en nevez-amzer, ur gouel benelour e Tregon ha gwazed kreñv o troidikellat er ribinoù : a bep seurt a zo en Taol Lagad.
Parañ a ra an heol war dachennoù-kampiñ ar vro. E Penn-ar-Bed eo kresket an niver a bratikoù eus 10% e miz Ebrel keñveriet gant ar memes miz e 2022. Ha gellet a rafe miz Mae bezañ gwelloc'h c'hoazh evit al lec'hioù touristañ a-drugarez d'ar pontoù etre an devezhioù gouel. E Plougerne, da skouer, e son ar pellgomz dizehan, e tachenn gampiñ an Aod Wenn.
Piv a vo trec'h e Tro Bro Leon ?
Deuet eo an darvoud da vezañ ur mare a-bouez e bed ar marc'h-houarn. Tro Bro Leon, krouet gant Jean-Paul Mellouet e 1984, a sache kourserien 'zo, pa ra aon bras da lod-all. Perak 'ta, abalamour d'ar ribinoù, hentoù enno mein ruilh etre ar parkeier a c'hell bezañ rinklus pe dañjerus evit rodoù ar c'hezeg-houarn. Warlene e oa aet ar maout gant Hugo Hofstetter hag ar skipailh Arkea-Samsic.
Heuliet e vo ar redadeg, e brezhoneg, adalek 3e10, amañ war lec'hienn internet France 3 Breizh. Mathieu Herry ha Louis le Roux a vo ouzh ar mikro.