En langue bretonne aujourd'hui, on vous parle d'une thèse sur la transmission de la langue bretonne au sein des familles et de la disparition du sonneur de Poullaouen Marcel Roparz. Ur prosez e Brest, un dezenn da gompren piv a gomz brezhoneg d'e vugale pe d'he bugale hiziv hag un c'heloù trist e Kreiz Breizh : aet eo ar soner biniou bras Marcel Roparz da anaon.
E Brest e vo barnet un distanker rak nac'het en doa sikour ar prefeti da skarzhañ manifesterien a stanko porzh kenwerz ha stokoù tit-eoul Brest e miz Meurzh 2022. Deuet eo lod eus e gamaladed da vanifestiñ e kêr da ziskouez o skoazell.
En Taol Lagad e klever ivez Katell Chantreau. Oc'h ober tro Breizh emañ ar glaskerez evit displegañ ar pezh he deus skrivet en dezenn sokiologiezh diwar-benn treuzkas ar brezhoneg e diabarzh ar familhoù. Gwazed techetoc'h da dreuzkas eget ar merc'hed, kudennoù fiziañs a vir brezhonegerien 'zo d'en em lañsañ pa vez ganet o bugel... ha mennozhioù da sikour anezho, setu pezh a vez klevet diganti.
Marcel Roparz e paradoz ar sonerien
Aet eo Marcel Roparz, soner biniou bras eus Poullaouenn, da anaon. 96 vloaz e oa an den brudet evit e labour da reiñ lañs en-dro d'ar sonerezh hengounel goude an eil brezel bed. Sonet en deus gant e vreur, Loeiz, unan eus tadoù ar festoù-noz modern, ha gant bagadoù, Krevrenn Sant-Mark Brest, da skouer. Lidet e vo e obidoù d'ar merc'her 1añ a viz C'hwevrer e Karaez.