Les exploitations agricoles biologiques ouvrent leurs portes dimanche matin pour des petits déjeuners à la ferme. Et la voix féminine du FC Lorient, Morwenn le Normand va animer son dernier match de la saison, samedi soir. Aozet e vo dijunioù biologel en atantoù disul vintin ha gwelet e vo labour Morwenn le Normand e stad ar Voustoer, en Oriant, pa vez krogadoù melldroad.
Nec'het eo ar broduerien boued biologel. War ziskar ez a ar bevliesseurted war ar maez hervez un atlas europat nevez embannet. Ha gellet a rafe al lezenn "Ferme France" tagañ muioc'h c'hoazh an endro gant aotreoù ouzhpenn evit al labourerien-douar da lakaat produioù dikouzaouiñ. Evit displegañ pegen a-bouez eo kinnig un doare da labourat an douar doujus ouzh an endro e vo digoret meur a diegezh disul vintin, evit dijunioù en ti feurm. Gouel al laezh biologel e vo ivez.
Morwenn ar verluzez
Abaoe ar bloaz-mañ eo Morwenn le Normand unan eus mouezhioù ofisiel ar Voustoer, tachenn velldroad An Oriant. A-raok, e-pad ha goude ar c'hrogadoù e vez klevet ouzh mikro ar stad evit buheziñ al lec'h gant he c'heneil Valentin. Kanañ a ra ivez Bro Gozh ma Zadoù a-raok pep match. Kavout a ra er vicher nevez-se frommoù disheñvel diouzh re ar sonadegoù.