Votre édition An Taol Lagad revient sur la mobilisation contre la réforme des retraites du 6 avril et suit la visite de Morwenn le Normand dans la classe bilingue dont elle est la marraine, à Hennebont. Manifesterien e leizh a zo bet adarre e Breizh ha dibabet o deus kerent hentenn diyezhek an Henbont ur vaeronez da vrudañ ar c'hlasoù ha sachañ bugale nevez.
Manifesterien a-vil-vern a zo bet adarre e straedoù Breizh d'ar yaou 6 a viz Ebrel, da lavaret o enebiezh da reform al leveoù kaset da benn gant gouarnamant Elisabeth Borne. Gortoz a reont bremañ diviz ar C'huzul bonreizhel war an destenn hag a vo rentet d'ar 14 a viz Ebrel.
Ur vaeronez er c'hlas divyezhek
Kalzig kerent a vez klevet o vanifestiñ en devezhioù-mañ evit difenn klasoù pe goulenn e vefe digoret unan. Evit difenn hentenn divyezhek skol Jean Macé an Henbont he deus ar gevredigezh Div Yezh divizet sachañ an evezh a-drugarez d'ur vaeronez, ar ganerez Morwenn le Normand. Deuet e oa da dremen un tamm amzer er c'hlasad e lec'h ma gaver mesk-ha-mesk ar vugaligoù skol-vamm hag ar re CP.
Hag evit 500vet abadenn Bali Breizh e vo ar skipailh e bro Sant-Nazer disul vintin, evit koazeal eus istor ar gêr hag ar chanter bigi.