Jibidi, c'est la première crèche bilingue du Finistère. Elle accueille une quinzaine d'enfants de Brest. Jibidi, setu anv magouri divyezhek kentañ Penn-ar-Bed. Degemeret vez 15 bugel eno.
Divskouarn babigoù Brest maget gant brezhoneg, degemer mat e salioù Jibidi ! Amañ vez bugale etre tri miz ha tri bloaz, soubet e yezh ar vro gant animatourien divyezek. Liesseurt eo orin ar vugale : diouzh raktres pedagogel Jibidi e vez degemeret pe familhoù entanet gant ar brezhoneg pe reoù eus ar c’harter, « Ker Bêr », hag o deus ezhommoù sokial. Daou vloaz zo bet ret evit ma vefe eus ar vagouri, savet diwar youl Sked. Digor eo Jibidi d’ar vugale a zo o familhoù o chom e kêr Vrest.
Piv a zougo ar flamm olimpek ?
O tostaat emañ c'hoarioù olimpek Pariz ha kregiñ a reer da c'houzout piv a zougo an dorchenn pa dremeno e Breizh etre ar 1añ hag ar 7 a viz Even. E Brest, da skouer, e vo fiziet ar flamm e div gampionez olimpek : Faustine Merret, titlet war he flankenn dre lien e 2004, ha Cléopatre Darleux, medalenn aour e handball e 2021. Evelto e vo ouzhpenn 11 000 a dud dibabet er Frañs a bezh evit kas an arouez war un nebeut metradoù pep hini. En o zouez e vo ivez Prigent Colin, bet reder war gador-ruilh ha prezidant rannvroel komite ar sport azasaet. Fier-ruz eo da gemer perzh en darvoud meur. Warc'hoazh e vo anavezet peurrest al listennad dougerien evit departamant Penn-ar-Bed. E fin devezh ar 7 a viz Even e erruo flamm ar c'hoarioù olimpek ha paralimpek e porzh Brest. Hag alese e vo fiziet e Armel Le Cleac'h. E bourzh e vag koursiñ ez aio betek an Antilhez, a-raok kenderc'hel he hent war zu Pariz.
Arc'hantaouiñ a-stroll tram Brest
Vit ar wech kentañ eo bet kinniget d'ar geodedourien gant kêr Vrest arc'hantaouiñ unan eus he raktres : an eil linenn tram. 250 den o deus divizet kemer perzh, annezidi Penn-ar-Bed dreist-holl. Gopret vint 4% war ar sammad arc'hant o do prestet d'ar gêriadenn. En holl, 920 000 euro zo bet rastellet, pa gousto an eil linenn tram 225 million a euroioù. Lakaat an geodedourien da arc'hantaouiñ ul lodenn vunut eus koust ar raktres zo aroueziekoc'h vit traoù all. 2 vloavezh labourioù zo c'hoazh da c'houzañv gant ar Vrestiz a-raok gellet pignet e tramoù an eil linenn.