Les pêcheurs bretons sont inquiets suite à l'interdiction de pêche dans le golfe de Gascogne. Pesketaerien, delfined, gouelini... troet war zu ar mor eo An Taol Lagad hiziv.
Pad miz e rank chom bord ar c'hae un toullad bagoù pesketañ e Breizh. Chaluterioù ha bagoù-rouedañ boazet da vont betek golf Gwaskogn evit bezañ resis. Fin ar bloaz pasaet eo bet kemeret an diviz-mañ gant ar c'huzul-stad, 'benn respont da c'houlenn kevredigezhioù kar an natur da wareziñ an delfined. Un diviz taer, eme bed ar beskerezh, hag en doa klasket diskoulmoù all vit chom hep tapout delfined. Vit dilennidi ar C'hab e talvez an diviz-mañ lakaat gwask war ar vro en he fezh. Daoust d'ar sikourioù prometet gant ar Stad 'vit digollañ an ekipachoù. Dipitet hag enervet eo ar besketaerien. Soñj eo lod diskouez kement-se, asambles gant ar beizanted aloubet an hentoù ganto dija, en devezhioù o tont.
Echu gant an difrouezhañ e Dz
Abaoe un ugent vloaz bennak e veze difrouezhet ar vioù gouelini gris ur wech ar bloaz a-benn digreskiñ an niver a laboused. Met ne vo ket graet e 2024, en deus divizet ti-kêr Douarnenez, da heul ali kuzul an treuzkemm ekologel, ennañ dilennidi, sitoianed ha kevredigezhioù e-giz hini Per ar Floc’h, Breiz vev. Merzhet eo bet e vez techet lod ar gouelini da ober vioù nevez pa gomprennont ne vo netra e-barzh an neizh louzaouet. Ha neuze e vez astennet ar mareoù tarzh ar vioù ha kresk al labousedigoù, ar re a ra a muiañ a noazadurioù evit an dud ! Pe vefe gant an trouz pe gant ar c’haoc’h. Didalvez e vefe neuze difrouezhañ ar vioù, o c'houzout dreist-holl e ya war zigresk an niver a c’houelini. Kontet e vo al laboused ar bloaz-mañ e Douarnenez a benn gouzout stad ar pobladoù gouelini. Met sañset ne vo ket difrouezhet ken gant an dorn pe gant an dron. Klasket e vo lakaat an dud da genvevañ gwelloc’h gant al laboused. An dra-se a vo danvez un emvod kinniget gant ar gevredigezh Ystopia warc'hoazh e Douarnenez.