VIDEO. Pascal Lamour hag ar mein-veur. Votre édition An Taol Lagad du 10 octobre 2023

durée de la vidéo : 00h04mn31s
An Taol Lagad du 10 octobre 2023 ©France 3 Bretagne

Pascal Lamour est électro-shaman et aussi écrivain. Il consacre son dernier livre aux forces des mégalithes bretons. Ul levr nevez war mein-veur Breizh zo o paouez dont maez. Gant an elektro-shaman Pascal Lamour eo bet savet.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Brudet eo Breizh evit he mein-veur. E Karnag evel just, met e pep lec’h e kaver peulvanoù ha taolioù-mein. A-viskoaz eo bet dedennet Pascal Lamour ganto. Bamet e vez gant nerzh ha galloud ar roc’h. Emañ ar muzisian o paouez skrivañ « Mégalithes de Bretagne » asambles gant Joëlle Chautems. Ennañ e kaver un dibab a 50 maen-meur strewet un tamm pep lec'h barzh 5 departamant Breizh. Gant Favre eo bet embannet ar sturlevr.

Keleier-berr

Komite bleiz Penn-ar-Bed zo bet dalc'het dec'h er Faou. Ur bleiz nemetken zo en departamant sañset, gwelet oa bet vit ar wech kentañ e miz mae 2022. Diaboue, 26 dagadenn zo da damall dezhañ hag 50 loen zo bet lazhet. Digollet eo bet, pe e vo, ar saverien. Ma 'z eo bet aotreet e departamantoù 'zo tennañ war ar bleizi, n'eo ket bet asantet kement-se e Penn-ar-Bed. Goulennet vez kentoc'h d'ar saverien rannañ an douaroù gant ar bleiz. 'Benn fin ar bloaz vo kinniget ur steuñv nevez gant komite bleiz an departamant.

Aliesoc'h e komzer eus yec'hed ar c'horf eget hini ar speredoù. Setu perak vez aozet bep bloaz sizhunvezhioù ar yec'hed psikologel. Kroget eo ar 34 abadenn abaoe dec'h ha padout a raio betek an 22 a viz here. Prezegennoù, eskemmoù, pezhioù-choari hag a bep seurt zo aozet evit sachañ evezh pep hini ac'hanomp war an danvez-mañ. "Forzh peseurt oad e vefen, ur gwir eo yec'hed ma spered", setu tem ar bloaz-mañ.

E-pad bloavezhioù o deus ar vezhinerien awenet al livourien, deuet a-bell evit taolenniñ buhez ar vro. Ma 'z eo aet kuit Paul Gauguin, Emile Bernard ha Mathurin Méheut gant o marc'h koad eo chomet ar bezhin war ar reier hag un istor da zerc'hel soñj. André Cariou zo bet rener kozh mirdi arzoù-kaer Kemper. Ispisializet war skol Pont-Aven en deus bet c'hoant sevel ul levr : eus Kiberenn betek Rosko e vez tolpet ennañ 350 oberenn. Ur wir studiadenn war ur vicher start a zo bet a-bouez evit aodoù Breizh. Ur sell leun a garantez war an aour kistin.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité