VIDEO. Porched niverel ar brezhoneg. Votre édition An Taol Lagad du 10 janvier 2024

durée de la vidéo : 00h04mn31s
An Taol Lagad du 10 janvier 2024 ©France 3 Bretagne

L'office de la langue bretonne vient de mettre en ligne son nouveau portail numérique, une mine d'or pour les amoureux du breton. Gant ofis publik ar brezhoneg eo bet lakaet porched niverel ar brezhoneg en linenn. Un teñzor 'vit an dud kar o yezh.

Niverel e vo ar brezhoneg pe ne vo ket. Setu pezh a soñj Ewen Korr, diorroer web aveit an Ofis Publik. Poent e oa krouiñ un oustilh nevez gouest da droiñ hor yezh en un doare deread. Ar porched niverel eo un alc'houez aveit digor ur bed pinvidik-tre : Meurgorf. 60 000 pennger disheñvel a zeu deus geriadurioù a bep seurt. Evel hini Gregor Rostren bet embannet e 1732. Ar geriadur hag an troer a gendalc'h da zeskiñ. Ret eo boetañ anezhe get gerioù ha frazennoù aveit gwellaat ar meziantoù. Ar porched zo un oustilh. Ret eo d'an dud implij anezhañ bremañ. Ar pal zo klevout muioc'h a vrezhoneg 'barzh al lec'hioù foran.

Ur steuñv nevez a-enep ar bleiz

N'eo ket uhel a-walc'h c'hoazh an erc'h 'barzh Menez Are aveit kaout merkoù ar bleiz 'barzh ar park. Pezh a zo sur eo bet taget bandenn deñved Gilles Morvan meur a wech dija. Daou-ugent loen a zo bet lazhet get ar bleiz. Uhelet eo bet live ar steuñv a-enep al loen e Penn-ar-Bed get ar prefeti : dek kumun a zo e live unan 'benn bremañ. Kreskiñ a ra neuze ar sikourioù aveit en em zifenn : mogerioù tredan tro-dro ar parkoù, arc'hantaouiñ aveit stummañ patoued - ar chas gwenn gouest da chom get ar vandenn a-hed ar ble - hag arc'hant ivez aveit embarzhiañ buguled. Evit poent n'eo ket bet tizhet ar live 0 e Breizh, an hini kreñvañ deus ar steuñv.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité