La confédération paysanne est circonspecte : selon elle, les mesures agro-environnementales et climatiques ne sont pas soutenues à la hauteur des engagements de l'Etat. Fuloret eo kengevread ar beizanted : hervezo ne vez ket sikouret ar MAEC evel m'en doa prometet ar Stad.
Ar sizhun pasaet eo bet plantet reuz gant an FNSEA dirak meur a brefedti e Breizh. Asantet eo bet neuze gant ar Stad chom hep uhelaat an tailhoù war ar produoù fitoyec'hed. Ur c'holl a 50 million a euroioù evit ar Stad hag ajañs an dour da skouer. Un diviz diboell hervez kengevread ar beizanted hag a zispleg int ur bern sinet ganto kontradoù MAEC (diarbennoù labour-douar endro hag hin - mesures agro-environnementales et climatiques). Ar c'hontradoù-se a rank digoll ar beizanted dre ma asantont produiñ nebeutoc'h hag ober gant doareoù labour-douar doujusoc'h eus an natur. Met n'eus tamm gwenneg ebet o tont daveto, padal e vez selaouet manifestadegoù trouzus peizanted an FNSEA. Gortozet vez bremañ gant izili kengevread ar beizanted respontoù gant ministrerezh al labour-douar.
Keleier-berr
800 den ha maouez o deus kemeret perzh 'barzh pred ar re gozh, aozet gant ti-kêr Kemper. Un emgav hag a blij d'an dud ouzhpenn 70 vloaz, lod deusouto paket o unan en o zi, met youllek da welet mignoned pe d'ober anaoudegezh gant reoù nevez.
Abadenn Nedeleg nevez kastell Trevarez zo da zizoleiñ mare-mañ ha betek kreiz miz genver e Laz. Gant Dominique Richard eo bet ijinet ar gontadenn vez dispaket dirak hon daoulagad bloaz-mañ. Awenet eo bet gant istor kriz perc'hennez ziwezhañ ar c'hastell hag he doa kollet he mamm pa oa yaouank tout.