VIDEO. Dañjer ar produioù chimik. Votre édition du 28 juin 2023

Publié le
durée de la vidéo : 00h04mn31s
An Taol Lagad du 28 juin 2023 ©FTV

Le film "Secrets toxiques" est projeté dans plusieurs villes du Finistère jusqu'à la fin de la semaine. Des débats sur la dangerosité des pesticides accompagnent les projections. Skignet e vez ar film "Secrets toxiques" e Penn-ar-Bed betek fin ar sizhun. Tabutoù war dañjeroù al louzoù chimik zo aozet memes tro.

"Secrets toxiques"

Gant meur a aozadur eo bet krouet ur film, "Secrets toxiques", evit reiñ da c'houzout pegen dañjerus eo al louzoù chimik. Implijet e vezont gant al labourerien-douar ha gant pep hini ac'hanomp er jardin ivez. Peseurt elfennoù kuzh zo er boutailhoù vez gwerzet barzh ar stalioù ? D'an dra-mañ e respont an enklask bet graet gant Nature et Progrès, Campagne Glyphosate France ha Générations Futures.

Bout en aerborzh ?

Harz-labour vo adalek fenoz ha betek digwener vintin gant kontrollerien aerborzh Brest. Ne fell ket dezho bezañ kaset da labourat betek Roazhon pe Naoned. Tost da 40 karr-nij a c'hellfe bezañ nullet, da lavaret eo beaj 2 500 pe 3 000 den en holl.

Ystopia, ur raktres natur

Gant skolidi Fañch Gwilhoù Douarnenez eo bet kemeret perzh barzh ar raktres Ystopia. Pad daou viz o deus studiet añs Pouldavid e foñs ar porzh Ru. Plantennoù, laboused, amprevaned... Al lec'h skoachet-mañ n'en deus sekred ebet ken evit ar skolidi.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité