La culture bretonne s'inscrit dans le paysage finistérien au sens propre comme au figuré à Saint-Ségal. Tandis que le Morbihan dévoile une vidéo rare et précieuse tant dans le domaine du cinéma que celui du patrimoine. Enoret vez tudennoù sevenadurel breton e Sant-Segal a-drugarez d'ar gevredigezh Krommlec'h. Hag ur video dibar zo bet lakaet war wel gant kengevread Kenleur.
Krommlec'h Sant-Segal
Pell 'zo oa ar raktres-mañ 'barzh pennoù izilli ar gevredigezh ha deuet eo da wir a-benn ar fin. An teir zelwenn mein gentañ zo bet staliet dec'h e-kichen Kastellin ganto. Anjela Duval, barzhez Bro Dreger, Glenmor, pe c'hoazh an talabarder Per Guillou. Enoret vo 12 tudenn en holl war krommlec'h Sant-Segal.
Ur video dibar
Dre zegouezh, war internet, eo bet kavet ar video a vez diskouezet en Taol Lagad hiziv. Troet eo bet e 1928 gant ur skipailh amerikaned eus ar Fox. Pedet oant bet da gemer perzh barzh gouelioù keltiek An Alre. Skeudennoù a fiñv, gant ur son sinkronet, un taol-kaer teknikel evit deroù ar c'hantved tremenet.