Gweltaz ha Kadvael pe kentoc’h Toutz ha Kavaï o deus savet Plouz & Foen. Rap freestyle a vez graet ganto. Maout int bet en Taol Lañs e Langonnet bloaz-mañ. O c'hanaouennoù leun a startijenn zo da glevet war ar rouedadoù.
Plouz & Foen, rap mod Breizh
Ba Plogoneg, e Bro Vigoudenn, vez enrollet o zonioù hag o sonioù gant an daouad Toutz ha Kavaï. Rap freestyle a vez graet ganto hag e brezhoneg mar plij. Un dibab naturel a-walc’h evit an daou vignon a oa asambles el lise Diwan. Hervezo e vez ar rap un afer minorelezhioù, spered ar stourm gant an doare sonerezh-mañ.
Ma fell deoc'h klevet flow ha startijenn Plouz & Foen, it betek Brest d’an dregont a viz-mañ, e Douarnenez d’ar c’hwec’h warnugent a viz Here hag e Sant-Brieg d’an eizh warnugent.