Goude ar c'hleñved-red, kelc'hioù ha bagadoù bev met enoeet

Nullet eo bet ar gouelioù ha kenstrivadegoù e-pad an nevez-amzer hag an hañv. Trist eo deuet ar vuhez da vezañ evit dañsourien ha sonerien ar vro. Ha diaes eo dastum arc’hant evit leuniañ ar c’hefioù. Evelato, ijin ‘zo ganto ha sevel a raint a-nevez.
 

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Chom er gêr e-pad ar c’henfinañ, hep kemer perzh en ur gouel bennak pe en un genstrivadeg a zo bet diaes-spontus evit tout an arzourien.

Dre gustum eo plijus bezañ ezel eus ur c’helc’h pe ur bagad. "Evel bevañ en ur familh bras eo ! Etre ar pleustradegoù hag ar sonadegoù e vevomp alies asambles. A-wechoù dek eurvezh bep sizhun a-raok ur genstrivadeg ! Emichañs e adkrogo pep dra en-dro e miz Gwengolo", eme Antoine Le Fèvre, a son binioù-bras e bagad Pañvrid ar Beskont.

 

Evit diskouez pegen birvidik int chomet eo bet graet gant ar strollad ur film "video ar c'henfinañ", evel un tamm pep lec’h e Breizh, gant strolladoù all.

 

 

Videoioù enlinenn...

E bagad Kab Kaval eus Ploveur, a zo kampion Breizh abaoe pemp bloavezh, o deus ar sonerien ar santimant ez eus bet laeret un dra bennak diganto ivez. Un troc’h a oa bet graet dre ret gant ar pleustradegoù, ar c’hentelioù er skolioù… Domaj e kavont. "Goude ar c’hampionad er Quartz ne oa ket bet tu kenderc’hel ha gouzout gant piv ez aio ar maout" a lavar Lors Moal, soner er bagad ha karget deus ar c'hehentiñ.

Met evit diskouezh pegen bev eo sevenadur ar vro, a oa bet savet ivez ur video ganto e-pad ar c’henfinañ, gant pep hini o seniñ er gêr.

... ha sonadegoù diouzh a bell

Div bladenn a zo bet prientet er memes koulz. Un dastumadeg sonadegoù pe kenstrivadegoù e Brest hag en Orient e-pad pemp bloavezh.

Ha fenoz e kemerint perzh en ur gouel Celtasur, e bro Spagn en un doare digustum : enrollet e vo gant ur bern arzourien. Un tamm bruderezh a raio evito. 

Gouelioù, evel ar re an Oriant, Gwengamp, Konkerne pe Kemper a zo bet nullet. Eüruzamant e oa tu dezho kemer perzh e kenstrivadegoù diouzh a bell. Tradi'deiz a zo deuet da vezañ Confi'deiz.

Darempred ebet gant ar c'helc'hioù all

"Met n’eo ket trawalc'h", a lavar Maïwenn Kervella, prezidantez Kendalc’h Penn Ar Bed ha dañserez e Bleunioù Sivi, kelc’h Plougastell-Daoulaz.

"Dipitet omp ! Ul lusk a vez kavet dre gustum e-pad an hañv gant tout ar gouelioù. Ne vo ket buhezek tamm ebet ! Aboae ma yaouankiz e kemeran perzh e gouelioù Kerne e Kemper evit daremprediñ dañsourien ar c’helc’hioù all, eskemm hag adwelout mignoned…"

"Abaoe an 11 a viz mae, omp bet aotreet da lakaat hor fri er-maez. Emvodoù a zo etre mignoned ar c’helc’h, evit kemer an apero !" eme Erwan Kervella, prezidant Bleunioù Sivi, "met, neus ket tu dañsal etrezomp, siwazh ! Diaes eo evit 150 ezel ar gevredigezh". Nullet eo bet tost dek emgav e-pad an hañv.

 

 

Ne’z eus nemet tud a youl vat er gevredigezh, evel Anne Armie a ra war-dro an dilhadoù. "Netra d’ober ! Trist eo. Koef ebet da feriñ, dilhad ebet da wriat… Meus graet kroten ebet !"

Bresk war dachenn an arc’hant 

Un torr-penn eo evit ar c’helc’hioù hag ar bagadoù. Mankout a raio arc’hant gant tout ar pezh a zo bet nullet e-pad an hañv. Da gustum e vez dastumet ur bern e-pad ar gouelioù.

"Evit ar c’helc’hioù e Breizh e vanko tro-dro 400 000 euro, hervez un enklask war kelc’hioù Kendalc’h ha War’Leur, graet gant Sonerion", eme Mathieu Lamour, rener Kendalc’h Breizh.

Sikouret e vezont gant ar rannvro evit ar beajoù er-maez eus Breizh ha gant ar c’humunioù memestra. Hag un tamm arc’hant a zo ganto en a-raok.

Met kudennoù a zo dreist-holl gant ar bagadoù. Ret eo dezho paeañ ar gelennerien sonerezh e-pad tout ar bloavezh.

"Pres a zo war ar strolladoù. Se zo gwir", a lavar Lors Moal, eus Kab Kaval. "Emichañs e vimp sikouret. Kempouezet e vo a-walc’h ar c’hontoù. Gant ma teuio un nebeut sonadegoù er fin ar bloaz e vo aesoc’h an traoù."

Lod kelennerien a vez paeet gant Sonerion Penn-ar-bed hag a vez paeet da heul gant pep bagad, hervez an eurvezhioù graet. Ul lodenn eus ar gelennerien a zo dilabour darnamzer, digollet gant ar Stad.

Miliadoù kollet

Aon o deus memestra evito hag evit bagadoù all evit ar sikourioù digant an embregerezhioù. Nebeud arc’hant a vo ganto, abalamour d’an enkadenn.

Evit bagad Pañvrid ar Beskont e vo bet kollet meur a viliad euroioù. Soñjal a reont dastum arc’hant en ur werzhañ produioù lec’hel, evel m'o deus graet dija evit paeañ ur veaj da vro China.

Fiona Le Saint, a zo sonerez er bagad-se, a ouzhpenn : "A-benn adlañsañ an traoù evit 2021, emaomp o tigeriñ ur voestad donezonoù enlinenn. Mankout a raio arc’hant evit prenañ binviji hag all."

Spi a chom evit an hañv hag an distro

An holl a soñj a vo pouezhus adkregiñ e miz Gwengolo ar c’hentelioù hag ar sonadegoù. Da skouer ez eus spi gant Kab Kaval gellet seniñ er sonadeg gant Carlos Nuñez hag an OSB e miz Here e Roazhon. Marteze e vo kinniget ganto ivez sonadegoù bihan, e-pad an hañv. Souezhadennoù a vo !

Ret e vo da bep hini chom pell a-walc'h diouzh egile, evel just, dreist-holl evit ar c’helc’hioù. Ar c’helc’h Bleunioù Sivi a labour gant kelc’hioù all Penn-Ar-Bed pe Skol sonerezh ha dañs Brest, evit prederiañ war an doareoù mat d’ober.

Aotreet eo bet ar bagadoù da bleustriñ abaoe an 2 a viz Even. E bagad Kab Kaval e vez graet strolladoù bihan, evit adkregiñ, da lavarout eo sonerien gant ar memes binvigoù a bleustr asambles.

A-wechoù e vez kudennoù salioù. Ret eo d’ar strolladoù, evel Bagad Pañvrid, gortoz kemennoù an tiez-kêr evit kavout ur sal a-benn pleustriñ.

A-nebeudoù e adkrogo ar vuhez er strolladoù.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
choisir un sujet
en region
choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information