E-pad ar prantad kenfinañ n’eo ket anat d’an holl mediaoù brezhonek kenderc’hel da gelaouiñ e yezh ar vro. Kazetenniñ deus ar gêr a zo un doare nevez da labourat evit kalzig a gelaouennerien hag a-fed teknik n’eo ket gouest an holl da zerc’hel gant o frogrammoù boas.
"Pouezus eo evidon kaout keleier e brezhoneg rak a-wechoù eo al lodennig nemeti a vrezhoneg a glevan e-kerzh an devezh. Ul liamm eo gant ma yezh. Ul liamm kreñv" a gont Jean. Tost eo ar vrezhonegerien deus ar mediaoù en o yezh. Pezh ‘zo, dibaoe penn-kentañ ar c’henfinañ, o deus ranket lod cheñch o frogrammoù. Lod zoken, eveldomp e France 3 Breizh pe skipailh France Bleu Breizh Izel, o deus ranket paouez skignañ keleier e brezhoneg. War mediaioù ar servij publik n’ez eus ket bet eus an emgavioù pemdeziek e brezhoneg abaoe ar 17 a viz Meurzh.Teknikourien, animatourien ha kazetennerien er gêr
Meur a zen o deus lavaret deomp pegen dipitet e oant gant kement-mañ. Ar gazetennerien a gustum labourat e brezhoneg a zo ken dipitet-all. Met abegoù surentezh a zo. "An nebeutañ a dud war an dachenn ha war al lec’hioù labour". Setu urzhioù renererezh France Télévisions. Ar gazetenn rannvroel e galleg da greizteiz ha diouzh noz a zo deuet da vezañ ur gazetenn "Kornôg bras" savet gant skipailhoù rannvroioù Breizh, Broioù al Liger ha Kreiz-Traoñ-al-Liger, a-benn ma vefe nebeutoc'h a skipailhoù war an dachenn hag er savadurioù evit ar skignañ.
E Penn-ar-Bed, lec’h ma vez prientet An Taol Lagad boas, ez eus ur skipailh daou gazetenner hepken war an dachenn bemdez er mare-mañ, pa vez sañset un ugent den bennak o labourat : kelaouennerien ha teknikourien. Kalz tud zo ezhomm da gas da benn abadennoù skinwel. Dibosubl e oa dec’hel gant da vont gant An Taol Lagad, an implijidi o vezañ dalc’het er gêr. Memestra evit abadennoù Bali Breizh, skignet d’ar sadorn vintin. An animatourien hag an deknikourien, a rank o chom en o zi, evit o yec’hed hag hini an dud all. N'eus ket tu prientiñ abadennoù nevez daoust m'int bet filmet.
Start kenderc'hel da gelaouiñ e n'eus forzh peseurt yezh
E France Bleu Breizh Izel, memestra. Pedet eo bet ar gazetennerien da chom en o zi ha labourat evit al lec’hienn internet dreist-holl. Reiñ a ra ar radio tro da heuliañ un tamm eus buhez ar vrezhonegerien genfinet, dre ar rouedadoù sokial.
Er mare-mañ eo diaes sevel abadennoù radio "e n'eus forzh peseurt yezh", a zispleg Gurvan Musset, rener France Bleu Breizh Izel. Ur gazetenn boutin a zo etre France Bleu Breizh Izel e Kemper ha France Bleu Armorique e Roazhon diouzh ar mintin bremañ. Rak dav e vefe an nebeutañ a dud er savadurioù. C'hoant o defe brezhonegerien ar radio adstagañ gant ar c'heleier e brezhoneg evel-just, met diskoulmoù a zo da gavout. "Dibaboù start", a ranker ober er mare-mañ, hervez ar rener.
Mennozhioù nevez ganet deus ar c’henfinañ
E ti ar radio kevredigezhel Arvorig FM, ez eus bet ranket azasaat ivez. "Ur studio bihan em eus savet er gêr", a gont Ifig Kalvez, animatour. N’ez a nemet un den bemdez betek savadur ar radio e Landerne, da virout ouzh an implijidi bezañ e darempred kenetrezo. "Tennet hon eus bonedoù ar mikroioù, naetaat a reomp an touchennaouegoù hag ar pellgomzerioù diouzh noz". Met dec’hel a ra ar radio da skignañ. "Sevel a reomp abadennoù dre bellgomz ", a zispleg deomp an animatour.
Mennozhioù a zo diwanet zoken diwar ar c’henfinañ. Da eilec’hiañ an abadenn sonerezh "Trouz er gêr" en deus lañset Ifig Kalvez an abadenn "Kan er gêr", en-linenn war lec’hienn Ti Ar Vro Bro Leon. Pedet e vez an dud da enrollañ ur ganaouenn kanet ganto en o zi. E-leiz a donioù a zo bet kaset d’an animatour.
Kontañ traoù "dic’hortoz"
Ar gazetenn "Ya", embannet gant Keit Vimp Bev, a zalc'h da vont ivez. Skiant en doa prenet ar skipailh war ar pellabour dija. "Ne cheñch ket kalz hon doare da labourat", a lavar Yann-Fañch Jacq, e penn an ti-embann. Evel-just n’eo ket ken anat leuniañ ar pajennoù gouestlet d’ar sinema, d’an dikouezadegoù pe d’ar vuhez sevenadurel, rak eo ehanet pep tra er mare-mañ, met moullet ha kaset e vez ar gazetenn bep sizhun d’an dud koumanantet.
Pal ar gazetenn a zo kendec’hel da ginnig pennadoù disheñvel deus pezh a c’hellfe al lennerien gwelet e mediaoù all. "Dav eo kaout traoù dic’hortoz da laret". Setu ma ne bled ket ar gazetenn gant ar c’horonavirus. Ar pezh a c'hell ober vat d'an dud ivez.An dud a gas deomp pennadoù ivez rak e ouezont eo ur mare diaes ha marteze o deus muioc’h a amzer, a lavar Yann-Fañch Jacq (" Ya").
Spi kinnig danvez nevez e brezhoneg prestik
Azasaat a ra an holl er mare-mañ. E bed ar brezhoneg eo ar memestra. E France 3 Breizh, emaomp o stagañ en-dro gant ar c’hazetenniñ e brezhoneg, dre skrid, a-drugarez d’hol lec’hienn internet.
Evit ar pezh a sell ar c’hleweled, ez eus bet lakaet ar pouez war an niverel hag ar yaouankiz. "Petra eo kefridi ar servij publik aze ? Degas boued d’ar vrezhonegerien", a zispleg Mael Gwenneg, e penn an abadennoù brezhonek e France 3 Breizh. Lakaet eo bet en-linenn e-leiz a brogrammoù evit ar vugale. Lakat eo bet ivez war-wel teulfilmoù e brezhoneg. Holl abadennoù Bali Breizh a zo war ar genrouedad ivez.
Spi en deus Mael Gwenneg e vo tu enrollañ abadennoù nevez e brezhoneg a-raok hag e-pad an hañv. E gwirionez, ez eus mall, moarvat, war an holl dud a gustum produiñ keleier ha programmoù e brezhoneg bezañ distro war an dachenn. Da c’hortoz e rankimp chom er gêr, pellabourat da gellet ho kelaouiñ e brezhoneg hag azasaat ar gwellañ ma c’hellimp.