Kenavo arzourien Breizh da Idir, kaner hag haroz Kabili

Aet eo Idir d'an anaon d'ar Sadorn 2 a viz Mae, e Pariz. 70 vloaz e oa an arzour. Kenlabouret en doa meur a wech gant arzourien evel Alan Stivell pe Gilles Servat. Ul liamm breudeuriezh a oa etrezo, emezo.
 

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Idir ha me a zo bet evel breudeur, abaoe m'hor boa graet anaoudegezh". Setu penaos e komz Alan Stivell eus ar c'haner kabil, hollvrudet abaoe berzh bras ar ganaouenn A Vava Inouva, er bloavezhioù 1970. 

Kerkent hag embannet keloù e varv gant e familh en doa Alan Stivell embannet e dristidigezh war ar rouedadoù sokial, en ur skignañ ur video eus ar ganaouenn, enrollet e 1997 gant France 3 Breizh ha skignet en abadenn Du-mañ, Du-se.
   


Kontet en deus din en doa klevet er radio, en Aljeri, ma abadenn en Olympia, e 1972. Evel kalz tud eus e bobl en em sante Idir tost eus sonerezh Breizh, daoust ma ne gomprene ket ar c'homzoù. Lavaret en deus en doa gwelet, an devezh-se, e oa posubl reiñ sonerezh pobl da selaou.
Alan Stivell


Ul liamm diaes da zisplegañ etre Bretoned ha Berbered


Alies e teue Idir da Vreizh ha lavarout a rae en em sante tost eus sevenadur ar vro. Kanet en doa da skouer evit gouel 30 vloaz ar skolioù Diwan, e Karaez, e 2008. "Alies en em santer tost eus kulturioù minorelaet, eme Alan Stivell. Met etre ar Verbered hag ar Vretoned eo kreñvoc'h c'hoazh. Un dra bennak a santomp, hep gouzout re vat petra eo ar santimant-se."

Meur a wech en doa Idir pedet Alan Stivell da seniñ ha da ganañ gantañ war al leurenn, e Kemper, da skouer. "Souezhus e oa rak ne oa ket ur rock star, met n'en doa ket ezhomm d'ober kalz a dra evit plantañ tan en ur sal. Gant ar maouezed yaouank dreist-holl. Ne rae netra evit-se, ur galloud naturel en doa".

Gilles Servat pedet war ar bladenn Identités

Gilles Servat ivez en deus soñj da vezañ graet meur a sonadeg asambles gant Idir, e gouelioù-meur da skouer. "Glac'haret on. Dont a rae alies da Vreizh hag ul liamm kreñv en doa gant ar vro. Evidon, kaozeal gant tud evel Idir a zo bet un doare da gompren e stourme pobloù all evit o gwirioù, o sevenadur, o yezh. Da vont dreist d'hon stourmoù e Breizh."

Evit ar bladenn Identités, e 1999, en doa Gilles Servat lakaet pozioù e brezhoneg war ar ganaouenn Awah Awah, deuet da vezañ "A-walc'h, a-walc'h", e brezhoneg ."C'hoant en doa da zispakañ an div yezh kichen-ha-kichen. Evit diskouez al liamm kreñv etre Breizh ha Kabilia."

Idir, kan ar bed

A Vava Inouva ivez zo bet troet e brezhoneg. "Ma zadig-me" n'eo ket bet kanet gant Idir met gant Perynn Bleunven, evit ar bladenn-levr Kan ar Bed, embannet e 2018. An embanner, Bannoù-heol, en deus enoret ivez koun ar c'haner kabil, d'ar Sul 3 a viz Mae. "Asantet en doa Idir diouzhtu e vefe ur stumm e brezhoneg eus e don kaer-meurbet A Vava Inouva. Setu stumm Kan ar Bed kanet e brezhoneg gant Perynn hag e kabileg gant Karim Belkadi (eus ar strollad AmZik). Azasaet e oa bet ar c'homzoù orin gant Annaig Kervella. Ra vo skañv douar e vro evitañ. Kenavo er bed all Idir."
 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information