Lañset eo ! Ul lodenn eus traezhennoù Penn-ar-Bed a zo bet digoret dec'h. Ul labour war-gresk gant ar prefeti

Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann. Ret eo da vaered Penn-ar-Bed kaout pasianted. Dec’h e oa bet digoret 140 traezhenn ha lenn war 7 kumuniezh-kumunioù. Mont war an aod ha bageal a zo posupl. Disammet eo lod eus an dilennidi, met dipitet lod all. O c’hortoz emaint c’hoazh.
 

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

" Kontant on ! N’eo ket  bet digoret c’hoazh holl traezhennoù ar gumun, met a-benn ar fin, mont a ra an traoù war-raok buan a-walc’h. Tu a vo mont da besketa morgevnid bremañ ! Labouret hon eus mat. " eme, laouen,  Dominig Cap, maer Plougastell ha prezidant kevredigezh maered Breizh.

Pemp traezhenn a oa bet digoret dec’h, dispartiet mat, un tamm e pep lec’h, war ar gumun : an Tinduff, ar C’haro, an Drezenn, Porzgwenn hag An Auberlac’h, evel lod traezhennoù kumunioù all Brest Meurgêr ar Mor.

 


Ur sapre redadeg abaoe ur sizhun evit an dilennidi lec’hel !


Serret e oa bet an traezhennoù abaoe penn-kentañ al lezenn a zifrae yec'hedel votet gant ar Stad evit en em wareziñ diouzh ar C'hovid-19.

Pouezet o deus dilennidi ha personelezhioù Breizh a-bezh war ar Stad evit gellout distreiñ war an aodoù buan a-walc’h. 

Da brefed an douaroù d’ober war-dro an digoradurioù, setu ar pezh a zo bet divizet gant ar Stad a-benn ar fin.

Dominig Cap en deus labouret start gant maered all Brest Meurgêr ha gant servijoù ar prefeti. Graet o deus kinnigoù da-geñver ar surentez war an traezhennoù. 

" Goulennet e vo digant an dud bezañ kiriek ! Un afer skiant-vat eo. N’omp ket prest da lakaat poliserien da labourat noz ha deiz.
Koulskoude ne vo ket aotreet strolladoù tud war an aod ! "
a ouzhpenn Dominig Cap.
  Kartenn emdroüs an traezhennoù digoret en-dro


E Gwitalmeze eo disammet ivez Marguerite Lamour, maerez eno. Teir zraezhenn a zo bet digoret war 6 : hini Treompan, hini Kerdeniel hag hini Porzh ar Vilin.

A-stroll, gant dilennidi pevarzek kumun ar CCPI (Kumuniezh Kumunioù bro Hirwazh) o deus poaniet kalz ivez.
Efedus e oa bet, hervezi. 26 war 38 traezhenn a zo aotreet da zigeriñ gant ar prefed.

Prest int, evel ar re all, da heuliañ ar reolennoù roet gant ar prefeti dilun, da lavarout eo ne vo ket tu d’an dud chom muioc’h eget ugent munutenn azezet pe astennet war an aod. Ret e vo d’an dour bezañ propr evit neuial e-barzh. Digoret e vo an traezhennoù etre 7 eur diouzh ar mintin hag 8 eur diouzh noz. Strolladoù ouzhpenn 8 den a vo difennet, hag evañ alkool ha debriñ predoù, evel ur barbecue, a vo difennet groñs ivez.


" An annezidi a oar e vo ret bezañ sirius evit nompas bezañ bac'het en-dro. Aes e vo. Amañ e vez ledan an traezhennoù. N’emaomp ket e kêr ! " eme ar vaerez.

  

E bro an Aberioù, respont ebet digant ar prefed !


 « Santet e vez ganeomp 'vel p'hon dije labouret en un doare fall ! Dismegañsus eo. » eme Christian Calvez


« N’eo ket reizh ! » eme an dilennidi. 
« Aet omp skuizh o c’hortoz, adarre. Graet hon doa evel ar re all en ur ginnig meur a zoare evit doujañ d’ar surentez. Ne gomprenomp ket. »
 

Al lizher kaset gant an dilennidi d'ar prefed



Un emvod kelaouiñ a oa dec’h e fin an abardaez gant meur a vaer evit displegañ perak int fuloret.

Evit prezidant ar gumuniezh kumunioù, Christian Calvez, ar prefed ne respont ket mat d'ar vaered. « Gwelloc’h e vefe bet asantiñ diouzhtu evit tout ar c'humunioù !  Santet e vez ganeomp 'vel p'hon dije labouret en un doare fall ! Dismegañsus eo. »

Loïc Gueganton, Maer Sant-Pabu, a lavar : « Ur gudenn a zo evit un draezhenn hag a zo war ma c’humun evit ul lodenn ha war hini Lambaol-Gwiltameze evit ul lodenn all. Unan a zo bet digoret ; an hini all a chom serr, ha tost emaint an eil diouzh egile ! Diaes e vo neuial, hep bezañ tapet ! Un dislavar ouzhpenn eo . »
 

Evit Christine Chevallier, maerez Landeda, eo skuizhus : " Dija e oa bet goulennet ganeomp ober war-dro ar skolioù… Ha bremañ n’eo ket a-walc’h, war a seblant, ar pezh hon eus kinniget d’ar prefeti ! "
 

Maer Plougerne, Yannig Robin, a zo dipitet-tre, ivez !

Kement a labour o deus graet e-pad an dibenn-sizhun evit goulenn an digoradur. N’eo ket aes gant un aod ken hir hag hini Plougerne ; 45 kilometr aodoù !
Doujañs d’an natur, d'an neizhoù, naetadurezh an dour, an doareoù da vageal…

" Ne oa framm ebet evit gouzout war beseurt poentoù e oa ret deomp pouezañ da-geñver ar surentez. Labouret hon eus koulskoude… Ha respont ebet. N’eo ket un doare digreizennet da labourat gant ar prefed ! "
Hag ouzhpenn e kavont ar reolennoù roet dilun gant ar prefed re strizh ha digomprenus.

" N’eo ket mat krennañ war an amzer aotreet evit chom azezet war an aod, pe oc’h ober surf. An dud a zo kiriek. Ha bras eo an traezhennoù amañ. Un istor a fiziañs eo ! "

Evelto, niverus eo an dilennidi a c’hortoz c’hoazh e Penn-ar-Bed.
Hiziv pe en deizioù o tont e vo roet gant ar prefed ul listennad klokoc’h a draezhennoù gant re ouzhpenn hag a zigoro en-dro.








 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information