Lez-varn uhelañ ar reizhiad velestradurel he deus urzhiet d’ar Gouarnamant lemel ar berz d’en em vodañ el lec’hioù relijiel, dilun. Spi zo gant beleien ar vro e vo posupl lidañ ar Pantekost e fin ar miz.
"Pase mat eo !" Evurus eo Job an Irien gant diviz barner an daveidigezhioù er C’huzul-Stad. "Ar Gristenien n’int ket sotoc’h evit ar re all ! Gouest int d’en em zerc'hel evit ma vije ket dañjer ebet en ilizoù." Daou viz ‘zo emañ ar beleg kozh o c’hortoz adkavout e barrezianiz. Emañ o paouez lidañ Yaou-Bask gant nebeut-tre a dud e Trelevenez. "Pep hini a chome pell a-walc’h an eil diouzh egile". Evitañ, mirout an dud da heuliañ ofisoù relijiel a dalv pismigañ. "Evel-just e ranker taoler evezh evit chom hep skignañ ar c’hleñved. Un afer a skiant-vat eo !"
A-enep dekred ar C’hentañ ministr
Ha koulskoude ne oa ket choaz ar C’hentañ ministr. E-barzh dekred an 11 a viz Mae en doa embannet ar muzulioù bras evit talañ ouzh kleñved-red ar C'hovid-19 da geñver ar stad a zifrae yec’hedel. En destenn-mañ e oa rakwelet ar berz d’en em vodañ el lec’hioù relijiel betek an 2 a viz Even, nemet evit al lidoù kañv (betek ugent den). Da lavaret eo, memes muzulioù hag ar re gemeret da vare ar c’henfinañ.
Seziset gant kevredigezhioù relijiel, en deus dibabet ar C’huzul-Stad mont a-enep. Reiñ a ra d’ar Gouarnamant eizh devezh evit skañvaat ar muzulioù hag aotreiñ, en ur sterniañ anezho, an emvodoù en azeuldioù.
Spi zo gant Job an Irien e vo posupl degemer tud en iliz a-benn fin ar miz evit ar Pantekost, d’ar sul 31 a viz Mae. "Ne c’hell ket ur C’hristen bevañ e feiz e-unan. Bez ez eus kalz tud hag a c’hortoz an dra-se. A-bouez eo evit ar barrezianiz graouiet en em welet en-dro en iliz". Start eo bet ar mare. "Tra poaniusañ evidon eo bet an interamantoù. Ne oa posupl nemet er vered gant un niver bihan a dud. Pa vo libroc’h an traoù e vo lidet oferennoù e koun ar re a zo aet da anaon d’ar mare-se."
Mirout al liamm
N’eo ket bet kollet al liamm daoust d’ar c’henfinañ, koulskoude. Dre delefon pe dre videoioù ez eus bet eskemmoù e kalz a barrezioù. "Ijinus omp bet". Ur beleg yaouank a 37 bloaz eo Corentin Sanson. "E bro Vontroulez hon eus lakaet danvez war internet. Da skouer hon eus filmet oferenn ar Yaou Santel ha beilhadeg Fask. 800 gweladenn hon eus bet !"
Prest eo da zegemer ar feizidi en-dro, goude daou viz "kenfinet gant furnezh". N’eo ket souezhet gant diviz ar C’huzul-Stad. "Studiet em eus ar gwir un tamm a-raok mont da veleg. Re ledan e oa ar berz. Ret e vije bet dezhañ bezañ munutoc’h." Hervez Corentin Sanson e vo posupl lidañ dizale. Met ne ouezer ket c’hoazh dre peseurt reolennoù.
"Evel just e vo miret ur gador war ziv ha goulennet digant an dud lakaat ur maskl. Seder on met peseurt stumm a vo gant al liderezh ? Taolet em eus ur sell war ar pezh a vez graet en estrenvro. Ar c’han, da skouer. E lec’hioù ‘zo e vez kalz nebeutoc’h a gantikoù. Muioc’h a riskl a vefe pa vez an dud o kanañ !"
Parrezidi nevez ?
A-benn ar fin, piv a vo prest da zont en-dro ? Mall zo war tud ’zo. Met en em c’houlenn a ra Corentin. "Daoust hag-eñ e vo en o aes ar re goshañ, ar familhoù, ar re vreskañ ? Diaes eo gouzout. Pep tra zo dic’hortoz er mare digent-mañ !" Ar prantad a zo ivez frouezhus evit ar goulennoù personel.
"Peadra zo da sevel un ezhomm speredel e kalon tud ‘zo goude bezañ chomet pell kenfinet er gêr. Un den a 30 vloaz en deus galvet ac’hanon, daou zevezh ‘zo, c’hoant gantañ sevel goulennoù war ar feiz". Marteze e chomo tud’zo hep dont en dro d’an iliz. Met posupl eo e c’hounezfe ar veleien parrezidi nevez.