Embannet e oa bet dec’h gant ar gouarnamant e c’hello digeriñ al liseoù en-dro a-benn ar sizhun a zeu. Muioc’h a amzer a vo ezhomm da brientiñ an degemer el lise Diwan. Dont a ra al liseidi deus pemp departamant Breizh, setu ma rank digeriñ ar c'houskva ivez.
Tout savoir sur :
La Fête des Lumières 2022 à Lyon
"Amañ n’ez eus ket ouzhpenn 110 kambr, setu ne vo ket tu degemer ouzhpenn 110 lisead, n’ez eus ket plas evit tout an dud", eme Jil Quillevere, penn-kasour lise Diwan Karaez. Da lavaret eo ne c’hello dont nemet un drederenn deus an 330 krennard skoliatet el lise.
Hep kouskva, lise ebet
Ur protokol yec'hed a zo bet embannet gant ar gouarnamant evit digoradur ar skolajoù hag al liseoù. Evit ar pezh a sell ouzh ar c'houskvaoù e c'heller lenn "n’ez eus nemet ar re dibosupl dezho distreiñ d’ar gêr bemnoz a c’hell bezañ degemeret enno". Pezh 'zo, el lise Diwan, e talv an dra-se evit holl liseidi.
Amañ emaint o tont deus kement korn a zo e Breizh : Naoned, Roazhon, Sant-Brieg, an Oriant, Kemper, Brest… Setu n’ez eus ket moaien dezho dont diouzh ar mintin ha mont kuit en-dro diouzh an noz, a zispleg deomp penn-kasour Lise Diwan Karaez.
Ar skolajoù Diwan o deus kalz a ziabarzhidi ivez. Digoret o deus en-dro - Skolaj Diwan Penn-Ar-Bed, er Releg, en deus embannet un neubeud fotioù war e bajenn Facebook. Met sarr e chom ar c’houskvaoù. Tostoc’h emañ ar skolajidi o chom. Al Lise Diwan, an hini nemetañ e Breizh, ne c’hell ket mont en-dro hep ar c’houskva.
Ul lisead dre gambr er c’houskva
Strizh eo ar reolennoù a-fed yec’hed. Un den a gousko e pep kambr e plas tri sañset. Un aozadur a zo da gavout : netaat ar c’hambreier, gourc’hemenn ar boued evit ar c’hantin da greizteiz ha diouzh noz, adaozañ ar salioù klas da zegemer 15 lisead e plas 30. Un tamm amzer a vo ezhomm d’al lise a-benn digeriñ en-dro.
"Kroget eo al liseidi da zont, dre strolladoù dek hepken, da dapout o zraoù chomet er c’hambreier a-raok ar prantad kenfinañ", a zispleg deomp ur c’hasour. "Da c’houde e vo netaet ha dilouezet ar c’hambreier evit an distro."
Kuzulioù-klas ar sizhun a zeu
Goulenn a ra ar gouarnamant e vefe degemeret da gentañ al lisedi o deus muioc’h a ziaesamantoù. Evit ar re all, e kendalc’ho ar c’hentelioù a-bell. Adalek ar sizhun a zeu neuze, e vo dalc’het ar c’huzulioù-klas hag emgavioù hiniennel da-geñver an heñchañ el lise Diwan. Gouest e vo ar gelennerien da lâret e fin ar sizhun da biv e vo kinniget dont en-dro adalek kreiz miz Even.
Meur a dra a zo da gemer e kont : disoc’hoù ar vachelouriezh dre amprouiñ dibaouez, hentañ pep hini, an transportoù rak leun eo ar c’hirri-boutin d’al lun ha d’ar gwener dija… Labour a zo war ar stern.