Livre en langue bretonne : "Martial Menard, ur breur er stourm", le militant breton raconté par Charlie Grall

Martial Ménard, infatigable militant pour la langue bretonne était l'ami de Charlie Grall. L'auteur nous livre ses souvenirs de ces années passées aux côtés de Martial Ménard pour la défense du breton et de la Bretagne.


Martial Ménard était un farouche défenseur de la langue bretonne. Membre du FLB (Front de Libération de la Bretagne), il est emprisonné en 1979 et amnistié par François Mitterrand en 1981. Il restera toute sa vie un fervent partisan de la langue bretonne. Charlie Grall nous raconte la période agitée de leur jeunesse jusqu'aux années de militantisme plus apaisées. Devenu professeur des écoles, journaliste, éditeur, lexicographe et linguiste, Martial Ménard nous laisse des dictionnaires et autres trésors concernant la langue bretonne. Il en reste l'un des meilleurs spécialistes. 


Ul levr skrivet e brezhoneg penn da benn


Ma z'eus ul levr evit gouzout muioc'h war Martial Menard, hemañ eo. Charlie Grall a gont deomp buhez stourm e vignon kaer Martial Ménard ha dre-se buhez hor bro. Deus an FLB (Front de Libération de la Bretagne) pa oant yaouank betek ar bloavezhioù furoc'h, e ouzomp muioc'h war an den ha war ar vro.  Toullbac'het e oa bet e 1979 hag eñ da gelenn yezh ar vro d'e gompagnuned stourm, bac'het eveltañ. Diskounaet e oa bet gant François Mitterrand e 1981. Ha setu Martial da gemer un hent siouloc'h evit difenn ar brezhoneg. Ur marc'h labour a oa eñ. Stourmer evit ar yezh e oa deuet da vezañ kelenner (er skolioù Diwan), embanner (An Here), kazetenner, yezhoniour, geriadurour. Leuskel a ra deomp teñzorioù evel e c'heriadurioù. E oberenn ziwezhañ : Devri, ur geriadur diakronek e linenn eo. Hag hemañ da vezañ bouetet bremañ gant e vignoned. Ur benveg pinvidik a c'hell an holl vrezhonegerien implij bremañ. Chom a raio Martial Ménard, hag evit pell, unan deus an dud barrekañ war ar brezhoneg.


Hon Ali


Ul levr aes da lenn, skrivet sklaer en un doare plaen gant fent evel e vije bet plijet Martial Ménard gantañ. Elfennoù pizh ha dedennus-tre a gavomp ennañ : fotoioù, lizheroù skrivet gant Martial Ménard hag a ro deomp un test dedennus e-keñver istor ar vro hag an aergelc'h a oa e-pad ar bloavezhioù diaes an FLB. Fromus eo al levr a-wechoù, farsus ivez. Santout a reer eo eeun kalon Charlie Grall. An dra-se a ro startijenn d'ar skrid. Ul levr deskus eo ivez war emsav sevenadurel ha yezhel Breizh.  Livañ a ra deomp, deus an diabarzh, an traoù bevet gant ar stourmerien.

"Martial Ménard, ur breur er stourm", Embannadurioù Al Lanv.

 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité