Maela Kloareg : dielfennañ ar sifroù 'benn kompren gwelloc'h an enkadenn

Plac'h an data eo Maela Kloareg, biologourez ha matematikourez anezhi war un dro. Stadegourez, kuzulierez, ha stummerez eo he micher. Abaoe penn-kentañ ar c'hleñved-red e krou programmoù, grafikoù, diwar ar sifroù, a-benn dielfennañ an traoù ha sikour an dud da gompren gwelloc'h ar pezh a c'hoarvez.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

E-pad daou vizvezh kenfinañ omp bet badaouet gant sifroù a-bep seurt klevet a-hed ar c'heleier : an niver a dud klañv, an niver a dud en ospital, an niver a dud varv, an niver a dud deuet er-maez eus an ospital, dre zepartamant, dre rannvro, dre stad... Tregantadoù, keñveriadennoù, dielfennadurioù ivez, graet gant skiantourien pe gant tud n'int ket a-wechoù, a-dreuz alies. Diaes da gompren an enkadenn yec'hed avat, evit ar re n'int ket skiantourien anezho.

"Evit sioulaat ma enkrez din-me da gentañ"

Un torr-penn da vat, nemet evit tud zo, evel Maela Kloareg da skouer. Dezhi e plij dastum ar sifroù, ar re ofisiel, ar re sur, reoù an ARSoù da skouer, ha tennañ kentel diouto. He micher eo o lakaat en urzh, o lakaat war wel e grafikoù a-bep-seurt a-benn dielfennañ ar pezh a c'hellont degas deomp.
"E penn-kentañ an enkadenn em eus kroget d'hen ober evidon-me ma-unan, a-benn kompren ha sioulaat va spered rak evel an holl e oan enkrezet." eme ar plac'h yaouank.

"Ha tamm-ha-tamm, peogwir em eus skignet ma dielfennadurioù war ar rouedadoù sokial, e galleg, e saozneg hag e brezhoneg, ez eus bet tud oc'h ober goulennoù hag o lakaat ac'hanon da vont spisoc'h en traoù." Plijadur he deus bet Maela o tisplegañ dezho danvez he micher.

     
Dielfennañ, keñveriañ...

"Er sizhunvezhioù kentañ ne oa ket aes kaout an holl sifroù, reoù tiez ar re gozh da skouer. Hag estreget ar sifroù pemdeziek ankenius, ne veze ket kinniget binvioù da gompren an emdroadur. Ha 'blam da se on en em lakaet da grouiñ ur programm ha goude-se n'em boa nemet da lakaat ar sifroù pemdeziek ennañ a-benn kompren an emdroadur, tizh ar c'hleñved e lec'h-mañ-lec'h." Ar pezh he deus graet ivez Maela Kloareg eo kinnig an traoù evit Breizh pemp departamant, azalek ar poent ma 'z eo bet roet he sifroù dre zepartamant gant ARS Broioù al Liger. Ha keñveriañ gant broioù all, Bro Italia, Bro Alamagn he deus graet ouzhpenn da skouer.

 
Niver a dud marvel en ospital evit 100 000 anezad © Maela Kloareg




"Prouadiñ an holl a vije bet ret"

Anzav a ra ar skiantourez n'eo ket ar c'hovid19 "ur c'hleñved-red aes da gompren abalamour d'e c'horvezh hir, 14 devezh, ma c'hell an dud bezañ klañv hep gouzout dezho. An azonoù (simptomoù) liesseurt hag ar fed e vije tud diazon en deus touellet ar vedisined ivez er penn-kentañ. Hag afer an immunekaat n'eo ket sklaer kennebeut, pa ne ouezer ket c'hoazh piv zo hangaet hag evit pegeit... Met daoust d'an amzivinoù-mañ, ar pezh a zo anat eo e vefe bet kalz aesoc'h bezañ mestr war ar c'hleñved-red ma vefe bet tu da brouadiñ an holl dud azonus a-benn kenfinañ anezho o-unan buan-tre".

"Ul labour frealzus"

"A-benn ar fin en deus frealzet ac'hanon al labour-mañ, pa n'eus kroget tizh ar c'hleñved da zigreskiñ. Ur mod din da vestroniañ an enkrez liammet gant amzer hirbadus ar c'henfinañ. Met ankenius e chomo memestra keit ma ne vo ket kavet ur vaksin. Ret eo chom war evezh !"
eme Vaela Kloareg, mall warni adkregiñ gant he stummadurioù.

prouadiñ : tester
gorvezh : durée d'incubation
azonoù : symptômes, diazon : asymptômatique
hangae : immunité,  hangaet : immunisé
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information