La Bretagne est une terre de fêtes en tout genre et de festivals. Si certains perdurent depuis des décennies, d'autres périclitent, exemples dans cette édition. Lusket vez deiziataer ar Vretoned gant a bep seurt gouelioù sevenadurel. Lod a ra berzh dalc'hmat, met lod all a chom a sav.
Kann al loar
Echu tout evit gouel Landerne. N'ez eus ket bet rastellet a-walac'h a arc'hant gant ar c'houlzad arc'hantaouiñ a-stroll bet lañset fin ar bloaz pasaet a-benn stankañ an toull. Re nebeut a dud a zeue a vloaz da vloaz da zizoleiñ nevezentioù arzel ar vro. An implijadez nemeti a gollo he labour siwazh.
Gouelioù-meur Kerne
100 vloaz eo gouel Kemper. Un digarez da lidañ an darvoud war an ton bras etre an 19 hag an 23 a viz gouere. E-touesk an arzourien pedet, Alan Stivell, Denez Prigent pe c'hoazh Red Cardell. A bep seurt a vo aozet 'barzh straedoù kêrbenn Bro Gerne ha digoust e vint.
Kan ar Bobl
Un deiz-ha-bloaz ouzhpenn a vo lidet bloaz-mañ gant an dud sot gant ar c'han hag an dañs, hini ar c'han ar bobl. 50 vloaz eo ar genstrivadeg mil vrudet. E Pondi, an dibenn-sizgun-mañ eo aozet ar gourfenn. 200 den ha 400 skoliad a gemero perzh ennañ.