A-drugarez d'an arc'hant rastellet gant ar Redadeg e c'hell Brendan-Budok reiñ kentelioù echedoù e brezhoneg. Grâce à l'argent collecté par la Redadeg, Brendan-Budok dispense des cours d'échecs en breton.
Ur chadenn Youtube hag ur strollad Facebook echedoù e brezhoneg en deus krouet Brendan-Budok, met kentelioù hiniennel a vez roet gantañ ivez a bell. Plijout a ra d'ar c'hampion Breizh treuzkas e varregezhioù war ar c'hoari strategiezh hollvrudet. Gant Brendan-Budok e vez roet kentelioù e galleg ivez, met deskiñ dre ar brezhoneg a blij d'ur bern tud. Roue an treuzkas eo eñ. An treuzkas, gerstur ar Redadeg ar bloaz-mañ.
Keloù-berr
10 klañdiour klañv ba servij an trummajoù... setu m'en deus ranket rener ospital Montroulez reiñ lañs d'ar steuñv gwenn dec'h. Laket eo bet gwazourien servijoù all an ospital lec'h ma n'eo ket ken stenn an traoù da zont da labourat 'barzh hini an trummajoù. Degemeret vez mare-mañ forzhig a dud kozh eno, ha chom a reont er servij dre ma 'z eo bet serret hini ar brederioù heuliañ abalamour d'un diouer a vedisin. Hervez rener an ospital e vo lemet ar steuñv gwenn goude-merenn dre m'eo deuet raktal ar gopridi oa o tiskuizhañ da labourat.