Na petra 'ta : avaloù/les pommes

Ata bugale, setu erru eo poent distro Na petra’ta gant abadennoù nevez-flamm !
Laouen eo Erell ha Tudu o kas ac’hanoc’h war-zu dizoloadennoù a-bep seurt ar bloaz-mañ c’hoazh.
 
Hiziv e vo lakaet ar gaoz war an avaloù. Romane he deus goulennet ganto penaos e vez gounezet ar frouezh-se.

Evit respont dezhi o deus divizet mont da weladenniñ ur werjez e Sant-Gregor, koste Roazhon.

Hag en natur da vat, penaos e tremen an traoù hep dorn mab-den ? An arzhed o deus ur perzh en afer-se. Gant ma vezont lipous-tre, techet int da zebriñ ar gwellañ frouezh. Adkavet e vez spluz an aval e fank an arzhed. Ur wech en douar e tiwanont evit dont d’ober gwez avaloù gant frouezh saourus.

Hag ur bern traoù all a vo displeget deoc’h diwar-benn an avaloù.

Tostoc’h, kinnig a reomp deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn loened ar vro. Lakaet e vo ar gaoz war ar gwenan ha loened all ho peus bet tro da welet e-pad an hañv sur a-walc’h.

Ha c’hwi ivez m'ho peus goulennoù, kasit anezho da Erell ha da d/Tudu. Plijadur a vo ganto en ur respont deoc'h :

napetrata@francetv.fr
 
Na petra 'ta : avaloù


Coucou les enfants ! Na petra ‘ta fait sa rentrée avec de nouvelles émissions !

Erell et Tudu sont heureux de vous accompagner, cette année encore, vers des découvertes diverses et variées.

Aujourd’hui, il sera question de pommes. Romane leur a demandé comment se cultive ce fruit.

Pour lui répondre, ils ont décidé de visiter un verger à Saint-Grégoire, près de Rennes.

Mais dans la nature, comment cela se passe-t-il sans intervention humaine ? Les ours peuvent avoir un rôle dans ce processus. Comme ce sont des animaux très gourmands, ils choisissent les meilleurs fruits. Après les avoir mangés, les pépins se retrouvent dans leurs excréments. Ils finissent par germer et devenir de beaux pommiers aux fruits savoureux.

Plus près de chez nous, on vous propose d’apprendre à mieux connaître les animaux de la Bretagne. Aujourd’hui, il sera notamment question des abeilles et d’animaux que vous avez sans doute pu observer cet été.

Vous aussi, n’hésitez pas à poser vos questions à Erell et Tudu qui se feront un plaisir d’y répondre :

napetrata@francetv.fr
 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale nature jeunesse société famille