Na petra 'ta : splujerezh/plongée

Erell ha Tudu az a war ha dindan vor evit respont d’ar goulenn kaset gant Koulma : « Penaos e vez desket splujañ ? »
Kas a reont ac’hanomp da Sant-Maloù, da weladenniñ ur c’hlub splujerezh ha d’ober un taol-esae.
 
Erfin, Tudu a vez klañv e bourzh ar bigi neuze e chomo er c’hlub hag Erell he do ar chañs da heuliañ he c’hentel splujerezh kentañ. Ha war a seblant e plij kalz dezhi !

Met pegoulz ‘ta eo bet savet ar c’hoant gant mab-den c’hoari d’ar pesk ?

Abaoe ma ‘z eus eus ar pesked hag eus ar c’hregin. A-viskoazh eo bet dedennet mab-den gant foñs ar mor a-benn kaout boued ha traoù all evel maen prizius da skouer.

Met gwechall-gozh e veze splujet hep dafar ebet, en apne. Graet e vez c’hoazh hiziv an deiz, amañ evit ar blijadur, evel diskiblezh sport met e broioù all ez eus c’hoazh pesketaerien a-vicher hag a implij an teknik-se, en Indonezia da skouer. Lod anezho a zo gouest da chom 13 mun diouzh renk dindan an dour hep alaniñ !

Ha tamm-ha-tamm er bed, an dud o deus ijinet teknikoù da gaout pourvezioù aer evel ma vo displeget gant Erell ha Tudu.
Tresadennoù-bev hag heuliadoù a vo ivez en abadenn.

Ha c’hwi ivez m'ho peus goulennoù, grit evel Koulma ha kasit anezho da Erell ha da d/Tudu. Plijadur a vo ganto en ur respont deoc'h :
napetrata@francetv.fr
 
Na petra 'ta : splujerezh


Erell et Tudu vont sur la côte pour répondre à la question de Koulma : « Comment apprend-on à plonger ? »
Ils nous emmènent à Saint-Malo, visiter un club de plongée et s’essayer à cette pratique. Enfin, Tudu ayant le mal de mer, il restera sur la terre ferme et c’est Erell qui aura la chance de prendre son premier cours de plongée. Visiblement, cela l’enchante !

Mais depuis quand l’humanité a-t-elle eu envie de jouer au poisson ?

Depuis qu’il y a des poissons et des coquillages… Les humains se sont toujours intéressés aux  fonds marins que ce soit pour se nourrir ou pour y trouver des pierres précieuses par exemple.
Mais autrefois, on plongeait sans matériel, en apnée. C’est toujours le cas aujourd’hui mais ici, pour le plaisir ou en tant que discipline sportive. Pourtant, ailleurs dans le monde comme en Indonésie, certains pêcheurs professionnels utilisent encore cette technique. Certains sont même capables de rester 13 minutes d’affilée sous l’eau sans reprendre leur respiration !

Au fur et à mesure de l’histoire, les Hommes ont imaginé des moyens de constituer des réserves d’air comme nous l’expliqueront Erell et Tudu dans cette émission.

Des dessins animés et des séries sont également au programme.

Et vous aussi, faites comme Koulma et n’hésitez pas à poser vos questions à Erell et Tudu qui se feront un plaisir d’y répondre :

napetrata@francetv.fr

 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale jeunesse société famille apnée sport mer nature