Penaos ober skol bar gêr ? Respont a ra an Aotrou ministr, Jean-Michel Blanquer, deoc'h.

Publié le Mis à jour le
Écrit par Chloé Tempéreau

A-bep seurt traoù a vez lakaet e plas gant an Deskadurezh-Stad evit ma kendalc'ho ar skolidi, ar skolajidi hag al liseidi da zeskiñ. An dra ziwezhañ o vezañ sevel goulennoù ouzh an Aotrou ministr bep gwener da 5eur d'abardaez.

"Kenderc’hel da zeskiñ", sed amañ ar pezh a vez goulennet digant ar vugale dibaoe m’eo bet serret ar skolioù, ar skolajoù hag al liseoù. Dre ma 'z int rediet da chom er gêr e vez lakaet a bep seurt traoù e plas gant an Deskadurezh-Stad. An dra ziwezhañ o vezañ sevel goulennoù ouzh an Aotroù ministr bep gwener da 5 eur d'abardaez.

"Teuer ket da vezañ mestr-skol e-giz-se !"

Ret e vo d’ar gerent ober skol d’o bugale betek ar 15 a viz Ebrel d’an nebeutañ, sikouret a-dra-sur gant ar gelennerien. Dibaoe pemzektez ha deroù ar c'henfinañ e chom bout ar gerent dirak un toullad traoù : mankout a ra dafar a bep seurt da lod eus ar familhoù evel urzhiataerezhioù, lod all ne c’hellont ket ober gant internet er gêr, lod all c’hoazh n'ouzont ket penaos lakaat o bugale da gregiñ e-barzh.

Ouzhpenn ar pezh zo bet lakaet e plas gant an Deskadurezh-Stad dija, evel gellet pellgomz d’ar gelennerien pe d’ar guzulierien bedagogel, en deus divizet Jean-Michel Blanquer kemer e lod. Adalek ar sizhun-mañ e c’hell ar gerent sevel goulennoù ouzh ar ministr o skrivañ d’ar chomlec’h-mañ : rendez-vous-parents@education.gouv.fr. Bep gwener da 5 eur abardaez e vo tu lenn e respontoù war savennoù ministrerezh an deskadurezh stad : YouTube, Instagram, Facebook, Twitter.

Remi Toulhoat, prezidant ar gevredigezh kerent Div Yezh, a soñj dezhañ eo "anat ez eo ret d’ar ministr respont d’ar familhoù".  "Evit mirout al liamm gant ar gerent eo ret kaout a bep seurt kinnigoù, pe gant oustihloù modern, pe gant an telefon, pe dre lizher."

Ma vez klasket gant an Deskadurezh-Stad mont mod pe vod e darempred gant ar gerent eo abalamour ma chom etre 5 hag 8% eus ar skolidi ha n’o deus roet keloù ebet c’hoazh d’o c’helennerien.
 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité