E-pad sizhunvezh Gouel Breizh e kinnig deoc’h France 3 Breizh ur programmadur ispisial evit ar Prizioù ! Raktreset d’an 13 a viz Meurzh, nullet e oa bet al lid abalamour d’ar c’hCOVID-19.
Roet e vo anv al loreidi a-hed ar sizhun, eus al Lun 18 a viz Mae d’ar Gwener 22 a viz Mae da 11e50 ha da 6e50 goude-merenn, a-raok keleier France 3 Breizh.
Kenaozet e vez ar Prizioù gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, kevelet gant France Bleu Breizh Izel ha France Bleu Armorique, evit lakaat war-wel an intrudu da-geñver ar brezhoneg e tachennoù liesseurt.
Er juri, disheñvel bep bloaz, ez eus tud anavezet evit o obererezh war dachenn ar brezhoneg. Ur sapre labour o deus kaset da benn a-raok bezañ gouest da zibab gant piv ez aio ar maout e pep rummad.
Kinnig a reomp deoc’h ober anaoudegezh gant ar seizh den-mañ :
D’al Lun 18 a viz Mae eo bet roet priz ar gevredigezh gant Mael Gwenneg ha Lena Louarn (eus ar gêr), prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg. Teir anezho a zo bet anvet :
An disoc'hoù :
1. Mignoned ar brezhoneg, lec'hienn war ar genrouedad hag an arload STAL.bzh evit kinnig stalioù ha frammoù a ra gant ar brezhoneg.
2. Gouel kan ar vartoloded, ar brezhoneg e kreiz kehentiñ ar gouel.
3. Keit vimp bev, ur gelaouenn nevez, « Toutouig », evit kerent ar vugale betek 3 bloaz.
D’ar Meurzh 19 a viz Mae eo bet priziet daou rummad : ar strollegezh hag al levr faltazi. Dizoloit peseurt re a zo bet anvet e pep hini anezho :
An disoc'hoù :
1. Kêr an Henbont, ur c'hinnig deskadurezh divyezhek er skolioù, krouet « C'hoari mar plij » evit kizidikaat ar boblañs ouzh ar yezh.
2. Kemperle Kumuniezh, politikerezh yezh ha krouidigezh ur bodad da heuliañ an obererezhioù.
3. Kêr Kemper, sikour evit degemer ar sin "ñ" evit skritur an anvioù breizhek er marilh, obererezhioù evit diorren implij ar yezh e Kemper.
Disoc'hoù :
1. « Beuzet diwar ar pont bras… ha danevelloù all », gant Yann-Fulup Dupuy (An Alarc’h Embannadurioù)
2. « Chuchumuchu », romant skrivet gant Erwan Hupel (Emb. Al Liamm)
3. « Lucio e-kreiz K. », romant skrivet gant Annie Coz (Emb. Al Liamm)
D’ar Merc’her 20 a viz Mae eo bet embannet piv en deus gounezet ar priz er rummad « kleweled ». Ar gounezer a vo pedet da rannañ e soñj ganeomp, adalek e di. Suspens…
Setu an teir oberenn anvet :
An disoc'hoù :
1. « Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ », teulfilm sevenet gant Ronan Hirrien (France 3)
2. « Tro Baz Alan Abgrall », teulfilm sevenet gant Sébastien Le Guillou (France 3)
3. « Skiantoù sichant», heuliad war ar skiantoù sevenet gant Julien Posnic ha Pierre-Yves Le Du (JPL Films)
D’ar Yaou 21 a viz Mae eo bet dizoloet piv a zo bet trec’h e daou rummad, hini an embregerezh hag hini ar bladenn kanet e brezhoneg.
Setu ar re a zo war ar renk :
An disoc'hoù :
1. S.A. Union Jeanne d’Arc Phalange Quimper (UJAP 29), diorret implij ar brezhoneg e bed ar sport : krogadoù displeget en hor yezh, kenlabour gant Diwan hag embann ur geriadurig.
2. S.A.R.L. Biocoop Douar nevez Karaez, panellerezh divyezhek penn-da-benn er stal.
3. Scop Roudour, stummadur nevez « Ambroug » a sikour da zeskiñ brezhoneg dre ar genrouedad.
1. « Dindan dilhad dindan», Quartet Talec-Noguet (Coop Breizh)
2. « Eben », Eben - Jonathan Dour (Coop Breizh)
3. « Ebel elektrik », Ebel elektrik (Autoproduction Florian Ebel)
D’ar Gwener 22 a viz Mae e vo gouiet piv vo brezhoneger.ez ar bloaz…
Ganeomp e vo evit reiñ e/he soñj deomp.
An disoc'hoù :
1. Solena Raynaudon, bregurourez a ginnig stalioù-memor e brezhoneg.
2. Perinne Bleunven, kanerez-komedianez-sevenerez a grou e brezhoneg disehan.
3. Roderic Halleguen, a sav videoioù fentus war ar genrouedad.
Emgav a roomp deoc’h ar bloaz o tont evit lidañ ar Prizioù 2021 holl asambles, gant plijadur.
Da c’hortoz, chomit war evezh ha grit mat war ho tro !