Dalc'het eo bet fenoz lid ar Prizioù 2022. Ar wech kentañ oa abaoe daou vloaz eo bet graet dirak arvesterien er sal. Ur blijadur eo bet, evel boaz. Adskignet e vo an abadenn d'ar Sul 27 da 10:10. Setu al loreidi.
Tri bloaz zo bremañ ne oa ket bet tu aozañ ar Prizioù evel boaz, en ur sal ha dirak arvesterien. Ur blijadur e oa neuze fenoz gellout toullañ kaoz gant ouzhpenn daou-c'hant arvester laouen o vezañ aze hag o kemer perzh el lid.
Kroget e oa mat an traoù gant ar strollad sonerezh. Sonerien ha kanerien ar pezh c'hoari "War Hent Youenn Gwernig", savet gant Strollad ar Vro Bagan, a zo deuet a-benn da skoulmañ from ha barregezh evit lañsiñ an nozvezh war an ton bras. Poent e oa neuze stagañ gant al lid da vat.
Mareoù brav ha fromus a zo bet e-pad an nozvezh, evel boaz. Da skouer p'eo bet roet priz ar gwellañ film d'hor animatourez muiañ-karet, Goulwena an Henaff.
Ar bloaz-mañ c'hoazh eo bet diaes evit ar bodad-barn d'ober un dibab etre an holl traoù a zo bet savet e brezhoneg warlene. Kement-se a zo test eus ijin ha kalon ar Vretoned.
Setu amañ dindan listenn loreidi ar Prizioù 2022.
Strollegezh
- Ti embann ar skolioù (TES), evit bezañ bet troet arload « Kiou » e brezhoneg.
- SDIS 29, evit bezañ savet fichennoù diwar-benn al lec’hanvadurezh e brezhoneg.
- Mor-Bihan Gwened tolpad kêrioù, evit brasaat plas ar brezhoneg er vuhez foran.
Kevredigezh
- Stumdi ha Ti ar Vro Gwengamp, evit ar stummadur a ginnigont war micherioù ar radio hag al liesvedia..
- Splann ! Ar gevredigezh gentañ gouestlet d’ar c’hazetenniñ-enklask e Breizh.
- Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, evit bezañ savet ur greizenn-dudi e brezhoneg.
Embregerezh
- Miltamm, evit reiñ an tu da vezañ stummet e brezhoneg war micherioù ar vugaligoù.
- Treebal : ur Whatsapp e brezhoneg.
- Bagadini : roet ul lodenn eus an arc’hant da Diwan Breizh.
Lennegezh
- Morlenn, Jorj Abherve-Gwegen, An Alarc’h Embannadurioù.
- Mehdi divroad, Goulc’han Kervella, Skrid.
- E seizh avel ar bed, Fañch Peru, Skol Vreizh.
Kleweled
- Dañsal dindan ar glav, Goulwena an Henaff.
- Noz, Soazig Daniellou.
- Fin ar Bed koulzad 2, Nicolas Le Borgne.
Sonerezh
- Youn Kamm, Treizh, L'Usinerie Production.
- Emezi (Perynn Bleunven hag Elise Desbordes).
- Denez, Stur an avel, Coop Breizh Musik.
Brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz
- Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-Gouret a zo deuet a-benn da gaout ul levrig-familh divyezhek digant ti-kêr Naoned.
- Bleuñvenn Konan, evit bezañ savet baleadennoù e brezhoneg.
- Morgan Gilet evit bezañ savet an arload « Kwizh Brezhoneg ».
Dibabet en deus ivez ar juri reiñ "Priz ar galon" d'ar c'hannad Pol Molac, evit ar stourm a gas da benn evit ar brezhoneg er Breujoù e Pariz ha war an dachenn e Breizh.
Evit gwelout an abadenn, netra aesoc'h. Skignet e vo d'ar Yaou 24 da 22:40 ha d'ar Sul 27 da 10:10.