Prizioù dazont ar brezhoneg 2021 : an disoc'hoù

Bep bloaz e vez aozet prizioù dazont ar brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Teurel a reont sklêrijenn ouzh ar gwellañ krouidigezhioù e brezhoneg er bloaz paseet. An disoc'hoù a zo bet roet. Adskignet e vo d'ar sul 28 a viz Meurzh da 10e10.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Ar Prizioù a lak war wel bep bloaz ar pep gwellañ bet krouet e brezhoneg er bloavezh tremenet. Roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg. Kenaozet eo gant Frañs 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

Seizh rummad a zo bet priziet gant ar bodad-barn : kevredigezh, strollegezh, embregerezh, levr faltazi, oberenn kanet e brezhoneg, kleweled ha brezhoneger.ez ar bloaz.

Ar bodad-barn

Jef Philippe eus Sant-Eganton e-kichen Gwengamp, kaner, konter, animatour radio e RCF.

Mari-Lin Kaodal, renerez skol Diwan an Alre.

Virginie Pronost, bet o labourat e Divskouarn, o tiorren he stal evel kuzulierez ha stummerez evit an oadourien.

Paskal Henry, ezel eus FCPE 44, skoazellañ a ra raktresoù skol ha klasoù e brezhoneg.

Goulven Morvan, kevredigezh Kelennomp, kelenner war ar brezhoneg e Lannuon hag e Pempoull.

Stefan Ac'h, sevener, skrivagner, troer o chom koste Brest, e Plouzane.

Amélie Brard, Ofis publik ar brezhoneg e Gwengamp, kargadez diorren bugaligoù.
 
 

Rummad kevredigezh

1añ priz : Kentelioù an noz. Kelenn a ra brezhoneg d’an oadourien, kinnig stajoù yezhel ha dudi e brezhoneg. Ar gevredigezh he deus ivez lakaet al lec’hienn Mogidell war-sav evit sikour ar skolidi da vont war-raok gant an deskiñ enlinenn.

2l priz : Raok. Bodañ a ra an holl re a fell dezho lakaat ar brezhoneg da vont war-raok e Kreiz-Breizh.

3de priz : Ti ar vro Gwened. Bodañ a ra kevredigezioù Bro Gwened en-dro da yezh ha sevenadur Breizh. Da skouer ez eus bet lakaet kentelioù kanañ enlinenn war-sav gant ar framm, evit ar vugale e-pad ar mareadoù kenfinañ abalamour da zerc’hel d’an deskadurezh-se.
 

Rummad levr faltazi

1añ priz : « Anna Skolan », romant gant Mich Beyer. Winnog Marzhin a zizolo seizh kaier-skol douaret en e liorzh, skrivet gant he ferc’hennez kozh : "Ma anv zo Anna Skolan. Drouklazhet on bet d’an 21 a viz Even 1961. Dek vloaz e oan...". Winnog, kurius ha mennet-start, a glask dirouestlañ al luziadell hag a zizolo ur sekred skrijus (An Alarc’h Embannadurioù ).

2l priz : « Gisti, Tout ! », romant gant Erwan Hupel. "Ret eo diwall diouzh ar baotred. Sachañ a reont  war blev ar merc’hed ! Ret eo din lavaret deoc’h : sujet o deus ar merc’hed, touzet ma mamm, aotennet blev ma mamm-guñv ha lakaet ur c’hoef war blev ma mamm-iou". Marc’harid n’eo nemet unnek vloaz, met klask a ra deskiñ ur bern traoù (Al Liamm).

3de priz : « Kroashent-tro », romant gant Kristian Braz. Ar skrivagner hag ar sevener filmoù a blij dezhañ reiñ buhez da dudennoù gwriziennet mat en o bro. Bretoned ordinal pe dreistordinal, deskrivet gant fent, mousfent pe tenerded. En dastumad danevelloù-mañ e klask an aozer chom tost d’an traoù a vremañ pa heuilh hent ha stourm ar jiletennoù melen (Al Liamm).
 

Rummad strollegezh

1añ priz : Ti-Yec'hed Menez Are. Ti-yec’hed Menez Are, staliet e Sizun, a vod meur a vicher eus ar yec’hed : daou vezeg-familh, seizh klañvdiour, un amiegezh, un osteopat hag un ergoterapeutour. Ordrenañsoù, kartennoù-bizit, panelloù er c’habined : divyezhek eo pep tra, hag unan eus ar vezeien a zegemer ar glañvourien e brezhoneg.

2l priz : Gwern-ar-Sec'h. Ar gêr-mañ a ren dalc’hmat ur politikerezh evit ar brezhoneg. Votiñ ar garta Ya d’ar brezhoneg, krouiñ un hentad divyezhek, c’hoant da staliañ plakennoù-straed divyezhek... E-leizh a luskoù a sevener ivez evit reiñ startijenn da implij ar brezhoneg, en takadoù foran peurgetket.  

3de priz : Lokeored. Ar gumun a ro bod d’un hentad divyezhek e-barzh ar BPE (Bodad pedagogel etrekumunel) asambles gant ar Fouilhez ha Brenniliz. Bez’ ez eo ar c’hentañ skol seurt-se e Kreiz-Breizh o kinnig un hentad evel-se. Kement-se a ziskouez e c’hall kumunioù bihan kengret war ar maez kinnig un deskadurezh divyezhek.   
 

Rummad kleweled

1añ priz : Zero Lastez. Un heuliad seizh pennad eizh munut, sevenet gant Perynn Bleunven ha Justine Morvan, kenbroduet gant Frañs 3 Breizh ha Kalanna. An div blac’h yaouank a ginnig deomp heuliañ o avanturioù evit talañ dre gaer ouzh dae ar zero lastez. E-pad ur miz e klaskont chom hep produiñ tamm lastez ebet. N’eo ket ken aes-se… 

2l priz : Krogit. Bez’ ez eo istor un den kollet war ul leurenn filmañ... Ur film faltazi berr sevenet gant Morzhol Prod, ur strollad tud eus Penn-ar-Bed deuet eus lies micher an arvest hag ar sinema, lusket gant ar c’hoant da seveniñ filmoù faltazi e pep frankiz gras d’an embroduiñ.

3de priz : 13 munud e Breizh. Ar programm-mañ, produet gant Brezhoweb, zo un heuliad teulfilmoù hag a ginnig ober anv e brezhoneg eus an darvoudoù pouezusañ en traoù a vremañ Breizh. An teulfilm kinniget a zistro war reuz ar c’horonavirus diouzh savboent ar re a sogn an dud, er renk kentañ en un enkadenn yec’hedel evel ma ne oa ket bet biskoazh.

 

Rummad embregerezh

1añ priz : Edern Perennou. Ar c’hlañvdiour-mañ, ouzhpenn ar prederioù klasel, zo stummet evit istimañ ha tretañ ar boan, en e gabined pe e tiez an dud. Kinnig a ra ar pourchasoù mezegel-se e brezhoneg ivez. Divyezhek eo e blakennoù-micher, e sielloù, e gartennoù-bizit ha talbenn e lizheroù. 

2l priz : Carabreizh. An embregerezh a fard hag a werzh lipouzerezh breizhat a bep seurt, diwar garamel peurgetket, a fell dezhañ ivez lakaat ar brezhoneg war wel en ur mod brav. Divyezhek eo ar panelloù-hent evit mont e-barzh pe e-maez e ziazezadurioù.

3de priz : Le Finistère Assurance. Ar c’hevredad-mañ a ginnig kevratoù diyvezhek evit asuriñ ar bagoù-bale. Evit-se ez eus bet ezhomm eus ul labour bras evit treiñ ar c’heriaoueg difer ha lezennel.
 

 

Rummad oberenn kanet e brezhoneg

1añ priz : Brieg Guerveno - 'Vel ma vin. Ar c’haner hag ar soner a aoz ur strobad kanaouennoù e brezhoneg gant ur vouezh nesaouegour. Lakaat a ra e ved metal da vont war-zu ar sonerezh folk a selaouer evel ur galv evit ur momed habaskted, en ur sellet ouzh an hent a zo bet graet hag en ur dreiñ war-zu an amzer da zont.

2l priz : Madelyn Ann. An arzourez-mañ a stumm un triad gant daou c’hitarour Olivier an Hir ha Gaëtan Fagot. Kemeret he deus tro eus ar reuz yec’hedel evit tennañ traoù mat anezhañ ha sevel kanaouennoù nevez, kanet e brezhoneg ha skignet enlinenn. Enno e ra anv, da skouer, eus temoù liammet ouzh an traoù a vremañ evel parezon an embroidi pe frankiz ar merc’hed.

3de priz : Nava - Peroked. Setu amañ kentañ albom embroduet ar strollad-mañ a zo war un dro gwriziennet mat en hengoun kanet Breizh ha digor war sonioù ar bed hag ar muzikoù a vremañ. Un albom livus-kaer ha leun a nerzh, etre ar rock ha sonerezh ar Reter.

 

Rummad brezhoneger.ez ar bloaz

1añ priz : Per Morvan. Lakaet en deus en e reizh un difazier testennoù brezhonek, hag emañ o labourat da sevel ur meziant er yezh-se. Binvioù hag a gemer perzh e diorroadur implij ar brezhoneg en TNKK (Teknologiezhioù nevez ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ).

2l priz : Sandrine Lefebvre-Hubert. Ijinañ a ra albomoù e brezhoneg evit ar vugaligoù, ha skrivañ ha skeudennaouiñ a ra anezho. Divizet he doa an aozerez deskiñ ar yezh-se un dek vloaz bennak zo pa oa erruet e Roazhon. Dont a ra he levrioù da binvidikaat ar c’hinnig levrioù brezhonek evit ar re yaouank. Lili eo harozez an albomoù pedagogel ha dudius-se, deuet er-maez e-kreiz ar reuz yec’hedel.

3de priz : Stefan Carpentier. Atravet eo gant ar sport ha gourdoner sport a vicher eo. Krouet en deus e chadenn YouTube evit kinnig kentelioù jiminas ha da greñvaat ar c’higennoù e brezhoneg e-pad ar maread kenfinañ. Peadra da lakaat ar vrezhonegerien d’ober un dra bennak gant o c’horf ha da bleustriñ ar brezhoneg, ha pa vefent kenfinet en o ziez. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information