Ha ma c'helljemp adsevel d'an amzer gozh kozh, ha ma c'hellje rannyezhoù ar brezhoneg hag ar genetik deskiñ deomp war orinoù pobladur Breizh ? Disoc'hoù enklaskoù Tanguy Solliec ha Nadine Pellen a c'hell sikour da gompren istor Breizh-Izel, he foblañs hag he yezh.
Tanguy Solliec zo yezhour. Soutenet en deus un dezenn doktorelezh er bloaz-mañ war ar mod ma cheñch ar brezhoneg a vro da vro dre Vreizh Izel. Nadine Pellen zo sokiopoblañsourez, ispisializet e sokiologiezh ar yec'hed hag ar familh hag e antropologiezh genetek. Evit he zezenn e 2012 he doa studiet genetik ur boblañs en-dro d'ur c'hleñved, ar mukovisidoz. Daou enklasker war daou zanvez disheñvel krenn. Koulskoude, ken souezhus hag e c'hell bezañ emaint o daou o paouez skrivañ ur pennad asambles, « Dialectometry and Genetic Demography of Cystic Fibrosis. When Results Converge: The Case of Western Brittany », embannet er gelaouenn skol-veur Celto-Slavica (niv. 12, miz Du 2021), a-drugarez d'ar c'helenner-enklasker Gary German. Disoc'hoù o enklaskoù e Breizh-Izel a c'hell sikour da gompren istor Breizh-Izel, he foblañs hag he yezh.
Metrañ rannyezhoù ar brezhoneg
Tanguy Solliec en deus graet ur studiadenn "dialectométrie", metrañ ar rannyezhoù, diwar Adlas nevez Breizh Izel (Le Dû, 2001). En adlas-mañ e kaver distagadurioù disheñvel ar brezhoneg enrollet e 187 lec’h e Breizh-Izel evel m'int deuet a rumm da rumm. Tanguy Solliec en deus muzuliet, gant un algoridm urzhiataerezh, an hed etre an distagadurioù, da ziskouez pegen heñvel pe disheñvel ez int, evit 106 ger disheñvel.
Goude en deus analizet an disoc’hoù. Da gentañ e vez gwelet sklaer daou dachad e Breizh Izel rannet gant un ahel Gwalarn / Gevred. Heñvel awalc’h eo an distagadurioù en tachad Gwalarn. Er gevred avad n’eo ket unvan tamm ebet, kalz brasoc’h ar c’hemmoù. An daou dachad-mañ a glot gant re ar pobloù galian Osismied ha Gweneted. Daou dachad ha n'o deus ket ar memes istor neuze.
Goude e c'heller gwelet enno tachadoù bihanoc'h. 10 en holl. En tachad Gwalarn e kaver 3 zachad unvan awalc'h hag a zegas da soñj mui pe vui eus an eskoptioù kozh, Kerne, Leon ha Treger. En tachad Gevred e kaver 7 tachad bihan, kalz disheñveloc'h an eil diouzh egile e skoaz re ar Gwalarn.
Studiañ genealogiezh tud klañv gant ar mukovisidoz
Nadine Pellen he deus labouret war genealogiezh tud klañv gant ar mukovisidoz e Breizh, ar rannvro eus Frañs lec’h m’eo ar stankañ ar c’hleñved. He studiadenn a glaske kompren pegen stank eo ar c’hleñved e Breizh, ha penaos ez eo ingalet dre ar vro (diwar he zezenn he deus skrivet al levr “La Mucoviscidose en héritage”, 2015). Ur c’hleñved genetek eo ar mukovisidoz hag a ra drouk d’ar skevent ha da sistem koazhañ boued, setu ne vever ket gwall gozh diwarnañ. Ur bugel a vo klañv gant ar mukovisikoz ma ‘z eus e pep hini eus e dud biologel, yac’h, un distresadenn war ar gen CFTR, hag a zo war ar c’hromozom 7. Meur a zistresadenn disheñvel a c’hell bezañ war ar gen CFTR.
Nadine Pellen he deus studiet gwezennoù lignez 1037 a “zougerien yac’h” ar gen CFTR, tadoù ha mammoù hag hendadoù an dud klañv neuze, kement ha 541 000 a hendadoù-eeun o deus bevet etre ar XVIvet kantved hag hiziv, en-dro da 16 rummad. Goude bezañ analizet ar sifroù gant al lojisiel Granite-muco, he deus savet kartennoù da welet tachadoù hendadoù klañvidi hiziv : ar boblañs a chom da vevañ lec’h m’emañ a-dreuz ar c’hantvedoù.
Ha goude, war gartennoù all e tiskouez penaos eo ingalet distresadennoù disheñvel ar gen CFTR. Da gentañ e weler eo stankoc’h ar c’hleñved e Breizh Izel, er vro vrezhoneg, eget e Breizh Uhel. E Gwalarn Breizh eget er Gevred. E Leon ez eus un tachad m’eo tizhet kenañ ar boblañs ennañ. Unan all e Kerne, hag un all e Treger.
Gwelet a reer eo stank-kenañ an distresadenn F508del e Leon hag e Treger. An distresadenn stankañ er bed eo ivez : un distresadenn kozh kenañ eo, roud ur pobladur eus fin an Neolitek. An distresadenn G551D anvet ivez “distresadenn geltiek” a gaver e Leon hag a vez stank ivez e Gwalarn Europa, en Iwerzhon end-eeun. Un distresadenn all, 1078deIT, zo stank en Aven, kostez Eliant, ha kavet e vez ivez e Kembre : pa ne vez ket kavet lec’h all e tiskouez ul liamm anat etre an div boblañs. E Treger e kaver hendadoù a re o deus an distresadenn 1507del, hag a vez kavet dre Europa.
Poblañs Breizh n’eo ket en em ziblaset kalz a dreuz ar c’hantvedoù : n’eo nemet abaoe an XIXvet kantved ha dreist-holl abaoe ar Brezel Bed Kentañ eo divroet muioc’h poblañs Breizh. Nebeut a choaz o doa an dud da zimeziñ, pa choment alies er memes parrez eus ar XVvet d’an XXvet evit ar re studiet, d’ar pellañ ez aent da 5 pe 10 kilometr. N’eus ket bet a genwadelezh strizh avat rak difennet e oa an dimeziñ etre tud-kar gant an iliz katolik. Stabil e oa ar framm sosial ha da heul framm genetek ar boblañs. Setu ma soñj Nadine Pellen ez eo ar poblañsoù studiet diskennidi eus strolladoù a veve er memes broioù e penn-kentañ ar Grenn-Amzer.
Disoc'hoù boutin a c'hell sikour da gompren istor Breizh-Izel, he foblañs hag he yezh
Kenglotañ strizh 'ra an tachadoù genetek merket gant Nadine Pellen gant an tachadoù yezhel merket gant Tanguy Solliec. Koulz evit tri zachad Gwalarn Breizh Izel hag evit an Aven. Nebeut tre avat evit bro Wened.
Nadine Pellen a soñj "e vije deuet ar mukovisidoz eus enez Vreizh pa z eo deuet ar Vretoned da chom amañ e Armorika etre ar IVre hag ar VIIvet kantved. E genetik e komzer eus efed diazezañ pa zeus nebeutoc'h a liesseurted genetek en ur boblañs eget er boblañs m'eo deuet diwarni.” D’ar poent-se e oa bet anvet Breizh “Britannia” kentoc’h eget “Armorica” (gant Grégoire de Tours).
“Rannyezhoù ar brezhoneg a anveomp bremañ a oa e gov abaoe pell zo ha takadoù rannyezhoù ar brezhoneg zo 'n em stummet buan tre” eme Tanguy Solliec. Kartennoù distresadennoù disheñvel ar gen CFTR e Breizh hag e Kembre a laka da soñjal e vefe divroet meur ar strollad tud eus lec’hioù disheñvel eus Enez Vreizh da Armorika.
Pa 'z eus nebeut kenañ a zielloù istorel war donedigezh ar Vretoned da Armorika etre ar IVre hag ar VIIvet kantved, ez eo talvoudus kenañ an div studiadenn distag-mañ, war ar brezhoneg ha war ar genetik. Dreist-holl pa ziskouezont tachadoù ken sklaer deuet, kredapl bras, diwar liammoù hir etre poblañsoù enez Vreizh ha re Vreizh (vihan). Evit doare e lavarfe an div studiadenn ar memestra : deuet e vefe d'ar memes poent ha doareoù disheñvel ar brezhoneg hag ar genoù disheñvel, dreist-holl e Gwalarn Breizh Izel.