Stalioù-levrioù addigoret : prenit war al lec’h pe dre internet !

Abaoe dilun eo posupl distreiñ da di ar varc’hadourien levrioù. Start eo bet ar mare kenfinañ. Laouen int o tegemer ar pratikoù en o stal pe dre internet. Pep tra zo bet prientet evit ma vefe dizañjer.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Tamm-ha-tamm e wel Marijo Mellouet he fratikoù o tont en-dro. Dimeurzh he deus addigoret he stal-levrioù, anvet "Penn da benn", e kreizh kêr-uhel Kemperle. "Kontant e oa an dud goude un troc’h bras. Ul liamm a zo chomet etrezomp. Ul lec’h ma c’heller prenañ levrioù a dalv ouzphenn ur stal. Ul lec’h sokial e teu da vezañ" hervezi.
 

Arabat touch al levrioù !



Memestra e rank ar pratikoù cheñch o boazioù abalamour d’ar c’h/Covid-19. Echu an amzer benniget pa veze posupl straniñ etre an astelladoù ! Ar reolenn nevez a zo chom hep touch. "N’eus nemedon a gemer al levrioù. Fiziañs o deus ar glianted en alioù roet ganin, eüruzamant !" Ne blij ket re d’al levrdiourez labourat e mod-se met "un doare eo ivez da zinec’hañ ar re ne gredont ket distreiñ d’ar stal."
Evel ar goñversanted all e kinnig un dileizhenn hidroalkoolek e toull an nor. Digontammet e vez ivez an termenell elektronek evit paeañ gant ar gartenn-vank.

Diarbennoù damheñvel a zo bet lakaet e pleustr gant Kaou Gwen abaoe dimeurzh. Derc’hel a ra ar stal Coop Breizh e Kemper. Laouen eo oc’h adkavout e voutikl. "Oc’h adaozañ ar stal emaon. Evel stal Coop Breizh An Oriant ne zigorin nemet tri dervezh da gentañ (meurzh, yaou ha sadorn). Dont a ra an dud en-dro, trankilik, n’eo ket leun-chouk ar stal."
 

Urzhiañ enlinenn



Ha gwell a se : Amañ ivez ez eo bet cheñchet an doare da zegemer an dud. "Arabat dezho mont da furchal e pep korn ar stal. Un daol a zo bet staliet en antre evit mirout anezho da vont pelloc’h hep bezañ harpet ganin. Al levrioù a zo bet touchet a vo kenfinet un dervezh ! Ma z’eo ur bladenn dindan ur golo plastik e vo netaet gant ur produ ispisial. Ret eo deomp taoler evezh. Gwelloc’h eo ma c’hell an dud telefoniñ a-raok dont pe urzhiañ enlinenn."

Gwerzhañ dre internet zo bet kinniget gant Marijo Mellouet ivez. An distro zo bet prientet e fin miz Ebrel, da vare ar c’henfinañ. Staget he doa da ginnig d’he fratikoù rakprenañ levrioù enlinenn. "An dud a glaske war bajenn Facebook ar stal. Ur wech kavet e c’hellent dont da gerc’hat o levrioù dirak ar stal, da eurioù resis."
 

Berr an arc'hant gant ar stalioù



"Lod  eus ar glianted o doa aon e chomfen serr da vat !" Tamm ebet. Bev eo atav "Penn da Benn." Met n’eo ket bet aes derc’hel mat e-pad ar mare kenfinañ o chom da labourat er gêr war teuliadoù arc’hantaouiñ dreist-holl. "Eüruzamant n’eo ket bet drouk an ti-bank" eme Marijo en ur c'hoarzhin. "Aes a-walc’h en deus prestet arc’hant. Evel just, e vo ret din bezañ gouest da zaskoriñ ..."

N’eo ket bet heñvel evit Kaou Gwen a zo gopred gant Coop Breizh. Chomet eo ehanet e-pad daou viz. "Ur prantad dilabour. Ne c’hellen ket pellabourat."

Marijo, hi, a zo ankeniet un tamm o soñjal er mizioù o tont. "Sur a-walc’h e vo gwashoc’h an traoù a-hed ar bloaz. Evit poent n’em eus ket paeet an Urssaf, ar bourvezerien... ret e vo din en ober a-benn nebeut."

Kenderc'hel a raio da werzhañ enlinenn. Un doare "drive" pe kentoc’h "klik ha kas" evel ma lâr Marijo. Laouen e vefe ar varc’hadourez da labourat gant ar Vretoned divroet. "Kontañ a ran war an diaspora un tammig. En hañv-mañ ne vo ket leun a douristed er vro..."

 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité