Daoust d'ar prantad-kenfinañ eo aet war-raok ar "gartenn-skol" gant ar rektordi. Hag evit ar pezh a sell ouzh digoradur klasoù divyezhek emañ pell ar raktresoù diouzh goulenn ar familhoù war an dachenn. Ar gevredigezh Div Yezh a zo dipitet bras gant ar pezh zo bet embannet gant pennoù an akademiezh.
Alies e vez dipitet kerent bugale an hentenn divyezhek publik, met ar bloaz-mañ e c’heller lavar int dipitet da vat. Setu pezh a gomprener o lenn kemenadenn ar gevredigezh Div Yezh :
"Evit mont da heul goulenn ar familhoù war an dachenn e vije ret digeriñ 55 post skolaer en distro-skol 2020. Ha gant ar rektordi ne vez kinniget nemet 19, mui 3 erlerc’hier ha 5 post "kenkas vefe ezhomm".
“Ne vez ket doujet ouzh al lezenn”
Evit Div Yezh eo anat "ne vo ket tizhet pal an emglev Stad-Rannvro gant 20 000 skoliad divyezhek war ar prantad 2015-2020. Koulskoude eo an eil gwech vez meneget ar pal-mañ e-barzh an emglev Stad-Rannvro…"
"Ouzhpenn-se ne vo ket lakaet e pleustr al lezenn heñchañ ha programmiñ Skol ar Republik p’he doa anavezet honnezh yezhoù ha sevenadurioù rannvro evel glad ar Stad C’hall : kelenn anezho zo da vezañ harpet er broioù e-lec’h m’emaint komzet ». Hag evit ar gevredigezh "ne vez ket doujet kennebeut eus kartenn ar poloù 2020-2021".
Nec’het eo dileuridi kerent an hentenn rak “n’eo ket reizh e vefe skolioù divyezhek evel Pluguen (29), Plouneour-Menez (29), Plouvagor (22) hag all o dije poan da gaout 3 fost skolaer leun amzer hag a chom gant ur post evit 27 pe 30 skoliad adalek ar CP betek ar re CM2 pe gant aozadurioù diaes da vevañ etre klasoù unyezhek ha divyezhek.”
"Gant klasadoù ken bras e vo start adlakaat brezhoneg e divskouarn ar vugale, hag int chomet hep klevout ar yezh e-pad pell abalamour d’ar prantad kenfinañ ouzhpenn-se" eme Vonig Fraval.
Emvod Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro da vezañ kadarnaet
Goulenn a ra ivez Div Yezh digant ar rektordi “mont war-raok gant ur steuñv stummañ ha tutañ skolaerien a glotfe gant an ezhommoù ha kresk ar skolioù da heul kartenn ar poloù”.
Lena Louarn, bez-prezidantez Rannvro Breizh n'eo ket souezhet e vefe dipitet kevredigezh ar gerent rak eviti ivez ne y'a ket buan awalc'h ar c'hresk. Evit an tutañ skolaerien da skouer : "Gant 17,86% ar bloaz-mañ (30 diwar 168 plas) evit kenstrivadeg ar skolioù publik, ne vez ket tizhet an 20% a bostoù divyezhek e-keñver an niver hollek a bostoù en akademiezh" emezi. Padal e oa bet lakaet da bal tizhout an 20% a-raok 2020 er steuñv bet sinet etre ar Rannvro hag ar Stad.
Abalamour d’ar prantad-kenfinañ n’o deus ket gellet ar gerent sevel o mouezh na tabutal gant servijoù an akademiezh diwar-benn ar gartenn-skol en nevez-amzer. N’eus ket bet a vanifestadegoù kennebeut evel-just.
Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro en doa da vezañ dalc’het d’an 9 a viz even met evit poent n'eo ket bet kadarnaet abalamour d'ar reolennoù surentez-yec'hed moarvat. Spi o deus dileuridi Div Yezh e vo eus an emvod-se mod pe vod, evit ma c'hellint tabutal gant an dilennidi ha pennoù bras ar rektordi diwar-benn an distro-skol.