Gant an eil prantad kenfinañ divizet gant ar gouarnamant e fin miz Here eo deuet en-dro ar redi da leuniañ ur baperenn ofisiel bewech ma guitaer e di. An tri ziell pennañ a zo bet troet e miz Meurzh gant Ofis publik ar brezhoneg. E rener, Fulup Jakez, a zispleg deomp ar rag, ar perag hag ar penaoz.
Perak en deus an Ofis troet, e miz Meurzh diwezhañ, an testenioù da vont ha da zont e-pad ar prantad kenfinañ, ha kempennet anezho en-dro ar wech-mañ ?Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg (OPAB) : Respontet hon eus d'un ezhomm. Evel-just e oar an holl vrezhonegerien galleg, met n'eo ket un abeg evit chom hep ober gant ar brezhoneg er vuhez pemdeziek. Divyezhek e rank Breizh bezañ. Souezhus eo e vefemp c'hoazh, hiziv an deiz, oc'h en em c'houlenn perak treiñ un diell evel-se e brezhoneg. Treiñ dielloù ofisiel a zo un doare da normalaat an divyezhegezh e Breizh.
Evel-just e vefe gwelloc'h ma vefe graet gant servijoù ar Stad war-eeun, evel e broioù all, Bro Gembre da skouer, met n'emaomp ket war al live-se c'hoazh, siwazh.
Hag ofisiel eo an testenioù-se ?
FJ: Kavet e vez war ar baperenn dres ar memes tra ha war an destenn ofisiel. Abaoe miz Meurzh hag ar c'hentañ prantad kenfinañ n'em eus klevet den ebet o lavaret e oa savet ur gudenn bennak. Harzet on bet meur a wech ha n'ez eus bet lavaret netra din. Souezhet e oa bet un tammig an archer kentañ em boa gwelet met goude em eus displeget dezhañ e oa un testeni divyezhek, ha setu tout. Klevet em eus eo bet graet kement-all e Euskareg.
Kavet e vez an dielloù-se war lec'hienn internet OPAB. N'eo ket gwall aes avat ar yezh a lenner enno. Komprenus eo evit ar vrezhonegerien hervezoc'h ?
FJ: An ezhomm a grou an implij. Evel-just e oa chomet ul lodenn eus ar gerioù-se kousket er geriadurioù betek-hen. Met ken gwir-all eo evit ar gerioù teknikel-se e galleg. Ar ger "disdalc'hus", da skouer, evit "dérogatoire", n'eo ket bet krouet gant skipailh treiñ an Ofis. Gwelet e vo bremañ ma vez implijet gant an dud.
E gwirionez e ranker gouzout ar pezh a fell deomp : ma fell deomp e vefe ar brezhoneg ken-ofisiel, e ranker kaout gerioù evit gellet implijout anezhi er bankoù, e servij an tailhoù. Hag evit se e rankomp kaout ur geriaoueg resis, teknikel. Mod all e vo ar brezhoneg yezh an eskemmoù pemdeziek diazez ha marteze en degouezhioù sevenadurel, traken.
Me gav din ez a an traoù war-raok e penn an dud. Santout a reomp e vez gortozet seurt dielloù gant brezhonegerien 'zo. Brudet e vez an testenioù war ar rouedadoù sokial, un arouez eo, hag un tamm ouzhpenn emichañs.
Ar gazetenn sizhuniek le Poher, staliet e Karaez, he deus moulet an testeni divyezhek evit he lennerien da skouer.
Pellgargañ an testeni dilec'hiañ.