Da heul meur a zarvoud nec’hus evit ar frankiz da gelaouiñ ez eus bet ur vanifestadeg, dimeurzh 6 a viz Ebrel, e Rostrenenn, da embann e rank ar gazetennerien bezañ gouest da gelaouiñ war bep tachenn e Breizh, zoken an embregerezhioù agro-bouedel, hep bezañ gwasket na taget.
Daou serjant divontet war rod he oto, dimerc’her tremenet. Trouzioù digustum en-dro d’he zi e-kreiz an noz ha pellgomzadennoù disanv a-vil-vern. Kezeg dieubet diouzh o fark ha lezet da drokellat war an hentoù. Dorioù ar Radio Kreiz Breizh torret memes nozvezh. Ampoezon roet d’he c’hi. Re hir eo listennad an darvoudoù degouezet er mizioù paseet e buhez Morgan Large, kazetennerez e RKB. Darvoudoù kroget goude ma vefe bet klevet he zesteni en un teulfilm diwar-benn al labour-douar hag ar gounezvouederezh, skignet d’ar 17 a viz Du 2020 war ar chadenn skinwel France 5.
"Aon spontus am eus bet, hag aon 'm eus c'hoazh. N'eo ket echu, he deus lavaret Morgan Large, gwall skoet gant an afer-se. Ne gouskan ket mat e-pad an noz. Ne vezan ket gwall trankil pa vez ma bugel e unan er gêr".
Hiziv e oa en em vodet ouzhpenn 500 a dud e Rostrenenn da lavaret « trawalc’h » d’an doareoù-se d’ober. Galvet e oant bet gant ar strollad Kelaouiñ, ennañ kazetennerien a oa bet klevet warlene rak hervezo ne c’heller ket ober ur gwir labour evit kelaouiñ ar Vretoned war al labour-douar ha filierennoù ar gounidvouederezh. "Ne c’hell ket kazetennerien /kazetennerezed bout lakaet dindan seurt gwask evit bout graet ho labour. Ezhomm o deus ar geodedourien hag ar c’heodedourezed kaout keloù resis ha digabestr diwar-benn ar mod m’eo meret al labour-douar er vro", o deus embannet kazetennerien ar rouedad Radio Breizh en ur pennad-kelaouiñ.
Gwenvael Delanoe, kazetenner e Radio Kreiz Breizh, en deus komzet ouzh ar mikro, e anv ar sindikad SNJ (Sindikad broadel ar gazetennerien).
Klevet e oa bet ivez prezidant Radio Kreiz Breizh, Alan Kloareg.
N'eo ket prest Morgan Large da lezel ar re a glask ober aon dezhi da vezañ trec'h. "Ar pep pouezusañ a zo mont en-dro da labourat, mont en-dro war an dachenn. Ha kaozeal gant tout an dud, evel m'oa graet abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù."
E miz C'hwevrer e oa bet roet lañs da Splann, ur strollad kazetennerien dizalc'h, c'hoant ganto arc'hantaouiñ o enklaskoù a-drugarez da roadennoù keodedourien Breizh. Ezel eo Morgan Large eus ar strollad-se hag a embanno dizale un enklask kentañ.
En dañjer eo bet lakaet buhez unan eus kazetennerezed o deus krouet Splann ! Morgan Large a zo taget abaoe 'neus komzet e "Bretagne : une terre sacrifiée" war France 5.
— Splann ! Lanceur d'enquêtes (@Splannenquetes) April 5, 2021
Setu ar wech-mañ tennet digant rod he c’harr-tan daou ibil-houarn. Harpomp anezhi dimeurzh e Rostrenn da 12e. pic.twitter.com/CufYKIAEfa