« Ar stalioù eil-dorn a zo, evit tud 'zo, al lec’h nemetañ a welont e-kerzh ar sizhun »

Serr e oa chomet ar stalioù adaozerezh e-pad meur a sizhunvezh e-pad ar prantad kenfinañ. Digeriñ a reont en-dro en ur zoujañ ouzh ar reolennoù yec'hedel nevez. Kalz tud a c'hortoze digoradur al lec'hioù-se, lec'h ma vez war un dro liammoù sokial kreñv hag ul lusk nevez war-zu nebeutoc'h a lastez.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Anat eo, ur bern tud a c'hortoze e vefe digoret en-dro Ti Recup", eme Gege Gwen, teñzorer er gevredigezh a ver stalioù adaozañ e Kreiz-Breizh. "Evit tud 'zo, hor stalioù eil dorn a zo ar stal nemeti a welont e-kerzh ar sizhun. Lod n'o deus ket a-walc'h a arc'hant da vont e stalioù bras. Hag evit lod omp ul lec'h evit gwelet tud ivez."

E Kemper ivez e oa laouen an dud a gustum dont ingal betek div stal Treuzkemm. Ouzhpenn tri-ugent int bet o tont dimerc'her, d'ar 27 a viz Mae, pa oa bet digoret ar stal en-dro. "Meur a zevezh 'zo dija e santemp e oa pres war dud 'zo", a gont Lucie Brahushi, hag a labour da dalvoudekaat an danvez resevet gant Treuzkemm. Ar berzh mat-se a glot mat gant ar pezh a fell deomp ober : degas un dalvoudegezh en-dro da draoù o doa kollet o ster un tammig".

750 implij da saveteiñ


Rak ur perzh sokial kreñv a zo ivez gant ar frammoù-se, pa vefent kevredigezhioù, kevelourioù (kooperativoù) pe embregerezhioù kenemprañ. "Deuet omp a-benn da wareziñ an dek implij a zo e Ti Recup, a-drugarez d'ar pezh a oa bet lakaet e plas gant ar Stad, dre an dilabour darnamzer hag all", eme Gege Gwen. Ouzhpenn 750 implijiad a labour e bed an adimplij e pevar departamant Breizh melestradurel, hervez Kambr an ekonomiezh sokial ha kengret.

Reolennoù nevez er stalioù


Met evit digeriñ en-dro eo bet ret doujañ ouzh ar reolennoù yec'hedel nevez. "Renket eo bet en-dro ar stalioù evit lezel plas da vont ha dont, a zispleg skipailh Treuzkemm. Gwalc'hiñ an daouarn ha lakaat ur maskl a ranker ober ivez. Ha pa vez degaset deomp tra-pe-dra e chom en ul lec'h hep bezañ touchet gant den ebet e-pad 3 devezh, e kenkas."
 
Ur marc'had war gresk eo hini an adimplij e rannvro Breizh. 36 framm adaozerezh a zo dija, 10 all zo raktreset. Ma ouzhpenner ar pemp kumuniezh Emmaüs hag an embregerezhioù arbennikaet (war adimplij an danvez, an ardivinkoù pe c'hoazh ar c'hoarielloù) ez eus kazi 60 hiziv an deiz. "Kreskiñ a ra buan, abalamour d'an dud a glask beveziñ en ur mod-all, met ivez peogwir e vez broudet gant ar strollegezhioù evel ar Rannvro", eme Amandine Bonneau hag a labour e Kambr an ekonomiezh sokial ha kengret.

"Hor palioù a zo liesseurt : digreskiñ al lastez, met ivez chom hep sachañ war an danvez diaoz." Hervez an Ademe, ajañs an energiezh hag an endro, ez eus "gant pep den er vro 2,5 tonennad a aferioù, hag a zeu diwar 45 tonennad a zanvez diaoz evel an eoul-maen pe ar metalioù a bep seurt. Hag arabat disoñjal hor perzh sokial evel-just : reiñ labour padus da dud 'zo, krouiñ liammoù sokial", eme Amandine Bonneau ivez.

Amzer d'en em soñjal

Evit skipailh Treuzkemm, e Kemper, eo bet ar c'henfinañ ur prantad d'en em soñjal war emdroadur ar mizioù paseet. Kresket eo buan ar gevredigezh ha deuet e oa re brim al lusk. "Ar prantad sioul-mañ en deus saveteet ac'hanomp", a lavar krenn Aube Scoma, renerez ar gevredigezh. "Amzer hon eus bet d'ober war-dro an eil hag egile, an dud a-youl-vat, ar c'hopridi. Prederiañ hon eus graet ivez ha divizet hon eus da skouer serriñ ar stalioù bep meurzh evit renkañ ha kaozeal kenetrezomp. A-bouez eo hag arabat disoñjal an dra-se."
 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information