An Taol Lagad dresse, en deux parties, le portrait de Serge Le Louarn, débardeur à cheval qui prend en charge les arbres abattus par la tempête Ciaran et chanteur qui aide les enfants à apprendre le kan-ha-diskan, le chant à danser. E div lodenn e kinnigomp deoc'h poltred Serge Le Louarn, labourer-douar a ra war-dro ar c'hoad gant e gezeg ha kaner, laouen da dreuzskas ar c'han-ha-diskan da vugale skol Larruen.
Genidik eo Serge Le Louarn eus bro Dreger. E Kreiz-Breizh emañ o terc'hel un atant avat, hag er vro-se eo ivez e ra e vicher dibouller gwez. Gant e gezeg ez a er c'hoadoù evit mont da gerc'hat ar c'hefioù prenn bet trochet gant ar goadourien pe kaset d'an traoñ gant an avel. Kalz labour a zo abaoe distrujoù ar gorventenn Ciaran, e penn-kentañ miz Du. Heuliet hon eus anezhañ e-pad un devezh labour gant Jig hag Endro. Ganto e c'hell mont e lec'hioù na c'hello morse mekanik ebet mont enno.
Kanañ ha treuzkas
Kaner eo ivez al labourer-douar, er festoù-noz da skouer. Ha plijout a ra dezhañ treuzkas hengoun ar c'han-ha-diskan. Bep sizhun ez a da sikour bugale klas divyezhek Larruen da bleustriñ evit Kan ar Bobl a vo dalc'het e fin miz Meurzh e Rostrenenn. Ha petra 'vez kanet ganto ? Tonioù plinn, evel just, dañs ar vro !