Le Conseil départemental du Finistère organisait sa première journée de la langue bretonne ce vendredi à Landerneau. Et dimanche, ce sera la première manche du championnat des bagadoù de 1ère catégorie. Sur France 3 bien sûr ! En Taol Lagad hiziv e komzer eus an devezh e brezhoneg aozet e Landerne gant ar C'huzul departamant ha diouzh kenstrivadeg ar bagadoù, disul e Brest.
Un nebeut mizioù goude bezañ votet ur steuñv nevez evit ar brezhoneg en deus Kuzul departamant Penn-ar-Bed kinniget un devezh atalieroù e brezhoneg d'un 350 bennak a dud yaouank, skoliatet e hentennoù divyezhek bro Landerne. Kazi ugent stal bennak a zo bet aozet evit ar skolidi CM1, CM2, 6vet ha 5vet klas : keginañ, advouezhiañ filmoù, slam, dañs, c'hoari a-stroll... Ur fest-noz a vo aozet evit klozañ an devezh.
Distro ar bagadoù e Quartz Brest
Disul 25 a viz C'hwevrer e vo klevet 15 bagad ar c'hentañ rummad o seniñ war leurenn vras sal ar c'h/Quartz, e Brest, pezh n'eo ket c'hoarvezet abaoe 2020. Klevet e vo da skouer sonerien bagadoù Kemper ha Kap Kaval, trec'h war ar genstrivadeg a-bep-eil abaoe 2008, met ivez Kevrenn Sant-Mark hag a zistro e-touez ar re wellañ goude kazi 50 vloaz. Un abadenn da heuliañ war lec'hienn internet France 3 Breizh adalek 1 eur d'abardaez disul.
LENN. Bagadoù : championnat national de 1re catégorie au Quartz de Brest, le programme