Une jeune chanteuse indienne détient le record du plus grand nombre de langues chantées à la suite, et le breton en fait partie grâce à l'aide d'une association du Nord-Finistère. Suchetha Satish, kanerez 18 vloaz genidik eus bro Kerala, e India, a zo enskrivet er Guiness book evit bezañ kanet e 140 yezh disheñvel, hep ehan. Hag ar ganaouenn Tri Martolod a oa unan eus an tonioù dibabet !
18 vloaz eo Suchetha Satish. E miz Du, e-kerz ar C'hop 28, e Dubaï, he doa an Indianez yaouank kanet e-pad 9 eurvezh e 140 yezh disheñvel... Hag unan eus an tonioù dibabet ganti a oa e brezhoneg : ar ganaouenn mil vrudet Tri Martolod. Ne c'hell ket Suchetha komz kement-all a yezhoù evel-just, neuze oa bet goulennet digant Herve Lautrou, ezel deus ar gevredigezh KLT, kostez Montroulez, testenniekaat al lodenn vrezhonek evit Guiness book ar rekordoù.
Evit ar vaouez yaouank e oa un doare da ziskouez d'ar 140 bro bodet evit klask saveteiñ an endro eo a-bouez doujañ ivez ouzh ar yezhoù en arvar.
Istor ar velldroad e Brest
Berr-ha-berr e komzer ivez eus kevezerezh Turkia evit ar chanterioù dispenn bigi e Europa ha diouzh un diskouezadeg diwar-benn ar velldroad ha dreist-holl an enebiezh hir etre daou gleub e Brest : an ASB ha Stad Brest hag a ra berzh ar bloaz-mañ er c'hentañ rummad.