Dans l'édition en breton, on parle aujourd'hui du recensement en cours dans une partie des communes bretonnes, du vote du budget au conseil départemental du Finistère et d'un documentaire consacré à l'écrivaine et poétesse Naig Rozmor. Un teulfilm diwar benn ar varzhez Naig Rozmor, redioù nevez evit ar re a resev an RSA hag un droiad gant unan eus an dud a labour evit niveradeg ar boblañs : setu roll ar c'heleier hiziv.
Penn kentañ ar bloaz a vez koulzad an niveradegoù gant an INSEE. Er c'humunioù gant nebeutoc'h eget 10.000 a dud o chom enno, evel Milizag-Gwiproñvel, e vez aozet bep pemp bloaz. Heuliet hon eus unan eus an dud tutet d'ober war-dro an enklask-se.
Gant an niveradeg e vez gouezet an niver a dud e pep parrez hag o mod da vevañ. Peadra da jediñ yalc’had ar Stad e budje ar c’humunioù.
RSA ha Naig Rozmor
Emañ an departamantoù o votiñ o budjed evit ar bloaz-mañ. E Penn-ar-Bed e oa bet kadarnaet un amprouadenn evit an dud a resev an RSA : adalek miz Gouere e rankint kemer perzh e stajoù, stummadurioù pe oberoù a-youl-vat e-pad 15 eurvezh bep miz evit resevout ar skorenn-se : 607 euro evit un den e unan. Enebiezh a zo bet d’an diviz-se e-touez an dilennidi.
Disul e vo gwelet war France 3 Breizh an teulfilm "Naig ha me", sevenet gant Claire Villalon. Poltred ar varzhez Naig Rozmor hag he doa kavet ar gerioù da gomz, e brezhoneg eus ar garantez, a spered hag a gorf. Enlinenn emañ dija war al lec'hienn France.tv.