Venus de toute la France, des lycéens scolarisés en langues régionales ont manifesté à Paris avant d'être auditionnés par des députés. Manifestiñ hag eskemm gant kannaded diwar-benn o yezhoù : daou bal a oa gant beaj liseidi breton, euskarat, elzaseg, okitanat ha korsat betek Pariz, dec'h.
Un hanter-kant lisead bennak, deuet eus Breizh, Euskadi, Elzas, Korsika pe c'hoazh Okitania a oa e Pariz dimerc'her 7 a viz C'hwevrer o vanifestiñ nepell diouzh ministrerezh an Deskadurezh Stad. Ar rouedadoù kelenn e yezhoù rannvroel, kustumet da vanifestiñ pep hini en e gorn, a oa laouen da gomz a unvouezh an taol mañ.
Abeg pennañ ar veaj-se betek ar gêrbenn a oa un emgav, er vodadenn vroadel, etre 6 lisead ha liseadez, hag ar gannaded ezel eus ar strollad labour war yezhoù ha sevenadurioù Frañs.
Teñzorioù al levraoueg Richelieu
Lec'hienn Richelieu, e kreiz Pariz, a zo unan eus div lec'hienn bennañ Levraoueg Vroadel bro Frañs, gant hini François Mitterand pe Tolbiac. Al lec'hienn goshañ eo ivez. E-pad 12 vloaz eo bet renevezet, digor eo en-dro abaoe miz Gwengolo. Ronan Hirrien zo bet o weladenniñ anezhi da heul Patrick Le Boeuf.